Ar flodad

Rannvro Breizh he deus lakaet e kerz Kompagnunezh ar Mor Bras hag he beajourion ur flodad ennañ 5 bag chalbotat hag ivez 2 herrvag evit beajourien.

ILE DE GROIX

Ar vag chalbotat Île-de-Groix

 

ILE DE GROIX eo ar vag chalbotat (pe lestr-treizh pe karr-lestr) diwezhañ bet lakaet da vont àr al linennoù trema inizi ar Mor-Bihan. Krog e oa gant he zreizhadennoù kenwerzhel kentañ e miz Gouere 2008.

Heñvel-mik eo ouzh ar vag Bangor, 46 metr hed ha 12 metr led eo ha mont a ra gant an tizh a 12 skoulm. Gellout a ra 450 a dud 32 a girri mont enni. Treizhiñ a ra ingal evit mont ag an Oriant da Enez-Groe en ur ober 50 munut hag a-wezhoù evit mont a Giberen da Borzh-Lae.

 

Accès handicapé Ur bignerez diouzh reoladoù an TDK zo enni abalamour da aesaat d’an dud dalc’het en o c’heflusk mont betek saloñs ar veajourion.

BANGOR

Ar vag chalbotat Bangor

 

Krog e oa ar vag BANGOR gant he zreizhadennoù kenwerzhel kentañ e miz Mezheven 2006.

46 metr hed ha 12 metr led eo. Gellout a ra 450 a dud 32 a girri mont enni. Mont a ra a Giberen da Borzh-Lae (er Gerveur) en ur ober 45 munut, ganti an tizh a 12 skoulm.  

 

accès handicapé Ur bignerez zo abalamour da aesaat d’an dud dalc’het en o c’heflusk mont betek saloñs ar veajourion.

VINDILIS

Ar vag chalbotat Vindilis

 

Krog e oa ar vag chalbotat  (pe lestr-treizh pe karrlestr) VINDILIS gant he zreizhadennoù e 1998.

Dre an anv Vindilis eo e oa bet kaoz evit ar wezh kentañ ag ar Gerveur àr ur gartenn douaroniel, àr-dro mil bloaz a-raok JK. 48 metr hed ha 12,50 metr led eo.

Gellout a ra 399 a dud ha 39 a girri mont enni. Mont a ra d’ar Gerveur en ur ober 45 munut, ganti an tizh a 12 skoulm.

accès handicapé Ur bignerez zo er Vindilis abalamour da aesaat d’an dud dalc’het en o c’heflusk mont betek saloñs ar veajourion.

SAINT-TUDY

Ar vag chalboter Saint-Tudy

 

Krog e oa SAINT-TUDY gant he zreizhadennoù e 1985. 44,50 metr hed hag 11 metr led eo ar vag chalbotat-mañ (pe lestr-treizh pe karrlestr) ha gellout a ra kemer 20 karr en he bourzh a-hed ar bloaz.

440 a dud d’ar muiañ a c’hell mont enni, ha 313 hepken e-pad ar goañv avat, d’an treizhadennoù da dremen diouzh ar gwellañ. Mont a ra ag an Oriant da Enez-Groe en ur ober 50 munut, ganti an tizh a 12 skoulm.

accès handicapéN’eus pignerez ebet enni, gant se eo bet staliet saloñs ar veajourion àr ar memes estaj hag ar c’harrdi abalamour da c’hellout degemer tud dalc’het en o c’heflusk.

KERDONIS

An herrvag beajourien Kerdonis

 

Bidoc’hig ar flodad eo KERDONIS,  bet e oa oc’h ober he zreizhadennoù kenwerzhel kentañ e miz Gouere 2010. 30,75 metr hed hag 8 metr led eo an herrvag-mañ, ar vag kentañ er flodad hag a zo lakaet da « Clean Ship » (bag naet).

Gellout a ra 295 a dud mont enni. Ne vez ket kaset kirri na marc’hadourezh en he bourzh. Mont a ra a Giberen betek Porzh-Lae en ur ober 35 munut, ganti an tizh a 12 skoulm. E miz Gouere hag e miz Eost e c’heller mont a Giberen betek Saozon gant Kerdonis.

 

accès handicapé Kempennet eo Kerdonis evit gellout degemer tud dalc’het en o c’heflusk.

MELVAN

An herrvag beajourien Melvan

 

Krog e oa MELVAN gant he zreizhadennoù e miz C’hwevrer 2010. Dont a ra hec’h anv diwar hini un enezennig roc’hellek a zo etre an div enezenn  a vez darempredet ganti, Houad hag Edig.

Gellout a reer ganti mont eus Kiberen betek Houad en ur ober 40 munut ha betek Edig en ur ober 55 munut, gant an tizh a 16,5 skoulm well-wazh.

Klotiñ mat a ra an herrvag-mañ gant ezhommoù an inizi ha gellout a ra kas betek 234 a veajourion ha 45 tonennad marc’hadourezh.  

accès handicapé Kempennet eo Melvan evit degemer tud dalc’het en o c’heflusk.