Enez Groe

diouzh porzh an Oriant

Groe, un enezenn da welet

Gant Kompagnunezh ar Mor Bras, kompagnunezh-vor an inizi e-maez ar Mor-Bihan,  kit trema Groe, enezenn ar granatoù ! Gant an treizhadennoù a vez graet bemdez a-hed ar blez, kit da gejiñ gant tud Groe ha da welet o enezenn wirion gouez he c'hened.

Dizoleiñ Groe

Groe, 8 km hed àr 3 km led, daoust ma n'emañ nemet 3 milmor (5 km) diouzh an Oriant, zo ul lec'h ma viot evel divroet.

Kregiñ a ra ar verdeadenn a-dreuz morlenn an Oriant, ar pezh a roy tro deoc'h da welet, àr an tu kleiz, gwikadell Porzh-Loeiz, ur wikadell greñv é tiwall kêr, hag àr an tu dehoù, kêr gouronkiñ an Arvor hag he c'henkizoù lorc'hus a zibenn an XIXvet kantved.  A-c'houde, pa guitaer ar ganol, e lonker ur banne avel fresk hag a ro da c'houzout emeur o vonet e-maez ar vorlenn hag oc'h erruiñ er Meurvor Atlantel. Er pellder emañ Groe é tonet àr wel dija. Goude un dreizhadenn 45 mn e bourzh hor bagoù, setu-c'hwi pedet da zilestriñ e Porzh Tudi, kentañ porzh touneta  Frañs gwezharall hag ur porzh-bageal prizet-kenañ hiziv an deiz. Er porzh bihan-se a Vreizh, riblet gant tier livet ha stalioù bihan, e vez annezidi an enezenn ec'h ober bec'h tra ma vez ar bagoù-pesketa hag ar bagoù-plijadur é tremen hag é tistremen dirak ar pontonioù. 

Ar vag Ile-de-Groix e-pad an treizh
Poent ar Chat

 

Groe àr ho koar

Monet àr droad pe àr varc'h-houan (kalz a feurmerion zo ouzh ho kortoz e Porzh Tudi) pe c'hoazh gant ar c'harr pe  ar bus, peadra zo da choaz evit gweladenniñ Groe àr ho koar. Dre ur vinotenn-vale àr-hed an aod e c'heller ober tro an enezenn e daou zevezh. Evit ar marc'hoù-houarn ez eus 40 km a vinotennoù gouestlet dezhe.

Groe, pinvidigezhioù naturel dibar 

E Groe  e vez bamet an dud gant he c'hened gouez ha diles.  Ar bladenn vras-se, etre 40 m ha 50 m uhelder, dastroc'het gant flondrennoù stank  pe riblet gant tornaodoù serzh, zo troet trema an douar-bras, en norzh, ha trema ar mor bras, er c'hreisteiz.

Maenadoù puilh zo e Groe

Dont a reer a bevar c'horn ar bed evit deskiñ diouzh ar vaenoniezh : ken dibar eo  douarouriezh an enezenn ma'c'h eus bet krouet ur mirva natur, en aod reter ha kreisteiz an enezenn (Beg Penn Maen,  Beg Melen ha Poent ar Chat). Àr-dro tri-ugent spesad maenadoù zo bet renablet eno, en o zouez ar granatoù brudet, a ro d'an traezh ul liv ruz souezhus e lec'hioù zo (Ar Sableg Ruz), hag ar glaokofan glas.

Traezhennoù Groe

Unan a lec'hioù bravañ Groe eo ar Sableg Vras, e biz an enezenn : ouzhpenn bout un aod traezh munut kaer-tre bevennet gant dour boull, ez eo un draezhenn vaotek ha n'eus ket kalz evelti en Europa. Ar stumm souezhus-se zo roet dezhi gant kej  div froud veur, unan o tonet ag ar gwarlarn hag eben o tonet ag ar mervent.  Dibar eo ivez dre ma fiñv ar reuzeulenn draezh hervez ar mareoù, betek àr-dro dek metr a-wechoù e-kerzh ur blez. M'eo ul lec'h meur evit diskuizhañ, kouronkiñ hag evit ober sportoù mor, ez eo ivez un dra gwall zibaot da welet ha donet a ra kalz a skiantourion d'he gwelet bep blez. Aodoù-traezh arall zo en enezenn evel traezhenn Lokmaria, er gevred, hag ar Sableg Ruz, er reter pellañ. En aod ouez, e kreisteiz an enezenn, troet trema ar mor bras, ec'h eus gwelioù kaer ha boemus  : nepell diouzh Porzh Hoc'h, ur porzhig naturel hoalus, ho po aon, da skouer, dirak an Aod  Ifern, un troc'h bras-eston en tornaod. Ouzhpenn ar glad naturel, dibaot ha brav-se ec'h eus plant-aod ha loened hag a vev àr an aod ken puilh m'int dibar (lanneier ha brug-du, kludadoù laboused-mor neizhiat).

An traezhennoù : dav eo notenniñ : Traezhennoù Lokmaria, Porzh ar Melit hag ar Sableg Vras a vez evezhiet ag ar 1añ a viz Gouere betek an 31 a viz Eost, bep enderv ag 1 e da 7 e.

Enez Groe, ur glad diles

Pa'c'h eer e diabarzh an douaroù e kaver flondrennoù glas ma'c'h eus ur glad sevenadurel hag istorel puilh.

Glad istorel Groe

Ar feunteunioù, poulloù-kannañ ha meurvein zo stag ouzh kalz a vojennoù hag a gredennoù poblek kozh. Er c'hêriadennoù ez eus banelloù strizh kaer ha tier hengounel gwarezet dispar. Enne e c'heller gwelet kalz a dier gwenn pe livet flamm o zalbennoù hag oa tier pesketaerion. Ti Kerlard, ti ur pesketaer labourer-douar e-giz gwezharall e dibenn an XIXvet kantved, a c'heller gweladenniñ e miz Gouere hag e miz Eost.

Memor an enezenn

Evel un eñvor ag ar mare ma oa Groe e barr e brud evel ar porzh-touneta kentañ e Frañs (touned gwenn), tud Groe o deus lakaet un toun e beg tour o iliz ! Pa bignot gant ar sav a gas d'ar vourc'h adal Porzh Tudi e c'hellot gwelet tier kaer paramantourion hag a chom c'hoazh ag ar mare-se. Da welet ivez : ekomirdi an enezenn (e Porzh Tudi emañ ha digor e vez a viz Ebrel da viz Du) hag an ti-tan e Penn Maen, e gwalarn an enezenn.

 

 

Pinvidigezh an enezenn a-fet tud 

Ur gwir deñzor eo an enezenn, met he 2 360 a annezidi n'int ket nec'het ouzh he ranniñ gant brokusted. Rak gouezet he deus  Groe mirout, ag ar mare ma'z ae ar besketaerion da douneta, madelezh hag eeunded ar vartoloded a galon vat-se. Goulennit 'ta ho hent m'ho pez ezhomm, respontet e vo deoc'h a galon vat !

A-hed an amzer he deus gouezet Groe chom un enezenn diles. Lorc'hus, gouez ha din eo ha ganti e viot degemeret en ur mod c'hwek hag eeun. Bemdez, a-hed ar blez, Kompagnunezh ar Mor Bras ho kas trema ar gwir deñzor naturel gwarezet-se a blij d'hec'h annezidi ranniñ gant ar re all.

Traezhenn Porzh ar Melit, Groe

Prizioù

Oaderion adal 14,00 € evit mont hepken

Bugale adal 7,00 € evit mont hepken

ha sellit ouzh hon holl formulennoù koumanantiñ

 

En savoir plus

Carte des traversées

Eurioù

4 mont-dont bemdez e-maez ar mare touristel.

Betek 8 mont-dont bemdez e-pad ar mare touristel.

Mont betek an Oriant ha parkiñ eno

Evit mont da Enez-Groe e vez lestret e gar-vor an Oriant, er straed Gilles Gahinet.

Mont a ra ar c’hirri e bourzh 45 munut a-raok m’eo sañset ar vag da loc’hiñ hag 20 munut evit an dud. Ma fell deoc’h beajiñ didrubuilh, klaskit en em gavout en Oriant 1 eur a-raok ma loc’ho ar vag a vo kemeret ganeoc’h.

Dav deoc’h gouzout ne c’hello Kompagnunezh ar Mor Bras, e mod ebet, bout tamallet ma vez dale gant ur beajour bennak o tont e bourzh abalamour ma vefe bet diaes dezhañ dont betek ar porzh pe parkiñ.

 

En savoir plus  

Liens utiles

Pour en savoir plus sur l'île de Groix,

Mairie de l'Ile de Groix  Groix Online    Lorient Bretagne Sud Tourisme

A bientôt à bord de nos bateaux !

 

Autres destinations