- Accueil
- Pass an inizi
Pass an inizi
UR PRIZ DIGRESKET A-HED AR BLOAZ EVIT ENEZIZ
Dleout a ra annezidi inizi Kreisteiz Breizh gellout kontañ war un deservij mor solius hag a warant dezho al liamm ret ouzh ar c’hevandir a-hed ar bloaz. Gant ar gevrat dileuriañ ar servij publik leviet gant Rannvro Breizh ez eus savet ur c’hinnig evit annezidi an inizi neuze, evit aesaat o monedoneoù ingal etre an enezenn hag ar c’hevandir.
UR PASS EVIT ANNEZIDI BAD AN INIZI
Gellout a rit kantreizhañ emaoc’h o chom a-drebad war an enezenn ? Goulennit ar pass « eneziat »
Roet e vez kartenn an inizi da gement hinienn a c’hell kantreizhañ emañ hec’h annez pennañ en unan eus kumunioù an inizi deservijet gant Kompagnunezh ar Meurvor.
Evit goulenn ar gartenn, kit, mar plij, da di-kêr hoc’h annez war an inizi evit kemer ar furmskrid graet a-ratozh.
Mat da c’houzout : Abaoe ar 1añ a viz Eost 2022 eo bet kemmet an argerzhadur reiñ kartenn an inizi evit a sell ouzh annezidi kumun Porzh-Lae. Ho pediñ a reomp da sellet ouzh lec’hienn internet ar gumun evit anavezout an doareoù nevez da gemer ha da fiziañ ho teuliad.
AN DIFRAEOÙ MELESTRADUREL EVIT KAOUT PASS AN INIZI
Setu roll an teulioù kantreizhañ a vo da stagañ ouzh ho koulenn :
- Un eilad eus ar c’hemenn telloù diwezhañ pe un eilad eus an akta noteriet a desteni ho peus prenet un annez pennañ war an enezenn (savet dindan 6 miz zo) pe un eilad eus disklêriadur peurober al labourioù savet dindan 6 miz zo (pa saver un annez pennañ) pe un eilad eus ar gevrat feurmiñ ;
- un eilad eus teul-anaout pep goulenner ;
- un eilad eus al levrig familh pa vez ur goulenn lies ;
- ur poltred-anaout eus pep goulenner ;
- un eilad eus kartenn c’hris pep karbed savet war anv ar goulenner.
Roet e vo ar statud eneziat goude ma vo sellet pizh ouzh an teuliad klok gant kuzul-kêr ho kumun, ha gant ar Rannvro da c’houde. Gwiriekaat a ra an asant ha kas an teuliad da Gompagnunezh ar Meurvor a ra war-dro sevel ar c’hartennoù.
UN TEUL TREUZDOUGEN PERSONEL WAR-DU INIZI AR MOR-BIHAN
Ur wech degemeret ho teuliad e vo kaset deoc’h, ha da gement ezel eus ho familh ho poa graet ur goulenn evito, ur gartenn « Pass eneziat ». Personel hepken eo ar gartenn war anv-mañ hag emañ e talvoud keit ha m’emaoc’h o chom war an enezenn. Reiñ a ra diraez deoc’h d’ar prizioù digresket usveneget evit an holl inizi deservijet (war-bouez tremen ar c’harbedoù implijet war an enezenn annez). Rankout a rit derc’hel anezhi ganeoc’h. Talvezout a raio deoc’h da deul treuzdougen da bep treuzadenn.
AR PASSOÙ ENEZIAT EVIT AR C'HARBEDOÙ
Ne c’heller implijout ar passoù karbedoù nemet evit an treuzadennoù etre ar c’hevandir hag an enezenn annez. Miret int hepken evit an dud o deus passoù eneziat kerzhourien hag emaint e talvoud hepken pa lestr ar c’harbed gant e berc’henn. Ne c’hell ket an dud dilezel o fass eneziat gant un annezad all eus an enezenn pe gant un ezel eus o familh.
MIROUT BILHEDOÙ AN INIZI
Aliet eo mirout bilhedoù evit pep treuzadenn ha dreist pep tra e-pad an uhelamzer ha pa lestrit gant ur c’harbed.
Enrollet emgefreek e vez pep bilhed miret war ar passoù eneziat a dalvez da deul treuzdougen. Ret eo diskouez dezho unan-hag-unan da bep lestradur neuze.
Ma vez implijet ar pass eneziat en un doare flodus pe enep d’an Divizoù Hollek Gwerzhañ e vo tennet anezhañ.