Logo de la Compagnie Océane

Océane - Infos voyageur & eBoutique, téléchargez l'app

Logo Compagnie Océane

Penndivizoù treuzdougen ha gwerzhiñ

Ar Gerveur, Enez-Groe, Inizi Houad hag Edig

Ar penndivizoù-mañ ha Divizoù dibarek an treuzdougen marc’hadourezh (« Penndivizoù ») a ren an divizoù evit preniñ, rakpreniñ hag implijout teulioù treuzdougen àr ar morlinennoù korvoet gant Kompagnunezh ar Mor Bras (an « Teul(ioù) treuzdougen » pe « Bilhed(où)).

Dre zileurierezh servij publik eo bet fiziet gant Kuzul-rannvro Breizh e Kompagnunezh ar Mor Bras (« ar c’horvoer ») mererezh ha sevenidigezh ar servij publik evit kas treizherion, karbedoù ha marc’hadourezh àr vor etre an douar bras hag inizi Kreisteiz Breizh (ar Gerveur, Enez-Groe hag inizi Houad hag Edig). Ur c’hevredad dre gevrannoù eeunaet eo Kompagnunezh ar Mor Bras, gant ur c’hapital 290 000 €. Marilhet eo en Oriant gant an niverenn 492 497 490 RCS hag emañ he sez sokial er Gar-vor – Straed Gahinet – CS 55 582 – 56 325 An Oriant Cedex (an « Treuzdouger » pe « Kompagnunezh ar Mor Bras »).

Talvout a ra ar Penndivizoù evit kement treizhour pe kargour zo (« Treizhour »), pe e vefe bet prenet pe e vefe gantañ un Teul treuzdougen, kalz a vern àr beseurt skor e vefe. An treuzdougen tud àr vor zo diouzh ar reoliadur (KE) niv. 392/2009 ag an 23 a viz Ebrel 2009 ha diouzh reoliadur ar 24 a viz Du 2010 hag a sell ouzh gwirioù an dreizherion a veaj àr vor pe àr hentoù bageal diabarzh. An treuzdougen marc’hadourezh àr vor zo reoliet gant kod an treuzdougen. Ar Penndivizoù-mañ, ouzhpenn reoliadur Europa ha kod an treuzdougen meneget a-uc’h, a ya d’ober ar gevrat treuzdougen a ren an endalc’hioù etre an Treizhour ha Kompagnunezh ar Mor Bras hag a dalv àr an holl vorlinennoù korvoet gant ar gompagnunezh ha danvezelet gant an Teul treuzdougen.

Pa asant an dreizherion beajiñ e bourzh bagoù Kompagnunezh ar Mor Bras ha preniñ bilhedoù evit ober ur veaj pe kas marc’hadourezh, e asantont d’ar penndivizoù-mañ, hep mar na marteze, en o anv, en anv o hêred pe o gwireion. Talvout a ra an asant-se evit kement den a veaj gante, ar vugale hag an dud a veaj dindan o gwarez, o gward pe o evezh dreist-holl, hag evit o asurerion.

Pa lestrer e lakaer an holl zivizoù treuzdougen da dalvout dre zroed, en ur gontiñ an divizoù a sell ouzh ar prizioù e talvoud, hag ar re-se (sellet ouzh ar stagadenn « divizoù àr ar prizioù ») a dalv ivez evit ar Penndivizoù.

Diferadennoù ar Penndivizoù-mañ a dalv ivez pa vez fredet bag ur perc’henn all gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Gellout a reer goulenn kaout ar Penndivizoù er gar-vor, en ur stumm moullet pe elektronek, ha gallout a reer o lenn, o enrolliñ hag o moulliñ pa garer e lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras « https://www.compagnie-oceane.fr/fr/Conditions-générales-transport-et-ventes », digor d’an holl.

Gwir he deus Kompagnunezh ar Mor Bras da zegas kemmoù er Penndivizoù (evit pezh a sell ouzh ar prizioù dreist-holl). Roet e vo ar Penndivizoù nevez da c’hoût d’an dreizherion dre skritelloù ha dre al lec’hienn Internet. Kouviet eo an dreizherion da lenn aketus ar Penndivizoù, bep tro mand aint àr lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras.

Meneget e vo deiziad hizivadenn ziwezhañ ar Penndivizoù àr an teul.

Ar penndivizoù-mañ ha Divizoù dibarek an treuzdougen marc’hadourezh (« Penndivizoù ») a ren an divizoù evit preniñ, rakpreniñ hag implijout teulioù treuzdougen àr ar morlinennoù korvoet gant Kompagnunezh ar Mor Bras (an « Teul(ioù) treuzdougen » pe « Bilhed(où)).

Dre zileurierezh servij publik eo bet fiziet gant Kuzul-rannvro Breizh e Kompagnunezh ar Mor Bras (« ar c’horvoer ») mererezh ha sevenidigezh ar servij publik evit kas treizherion, karbedoù ha marc’hadourezh àr vor etre an douar bras hag inizi Kreisteiz Breizh (ar Gerveur, Enez-Groe hag inizi Houad hag Edig). Ur c’hevredad dre gevrannoù eeunaet eo Kompagnunezh ar Mor Bras, gant ur c’hapital 290 000 €. Marilhet eo en Oriant gant an niverenn 492 497 490 RCS hag emañ he sez sokial er Gar-vor – Straed Gahinet – CS 55 582 – 56 325 An Oriant Cedex (an « Treuzdouger » pe « Kompagnunezh ar Mor Bras »).

Talvout a ra ar Penndivizoù evit kement treizhour pe kargour zo (« Treizhour »), pe e vefe bet prenet pe e vefe gantañ un Teul treuzdougen, kalz a vern àr beseurt skor e vefe. An treuzdougen tud àr vor zo diouzh ar reoliadur (KE) niv. 392/2009 ag an 23 a viz Ebrel 2009 ha diouzh reoliadur ar 24 a viz Du 2010 hag a sell ouzh gwirioù an dreizherion a veaj àr vor pe àr hentoù bageal diabarzh. An treuzdougen marc’hadourezh àr vor zo reoliet gant kod an treuzdougen. Ar Penndivizoù-mañ, ouzhpenn reoliadur Europa ha kod an treuzdougen meneget a-uc’h, a ya d’ober ar gevrat treuzdougen a ren an endalc’hioù etre an Treizhour ha Kompagnunezh ar Mor Bras hag a dalv àr an holl vorlinennoù korvoet gant ar gompagnunezh ha danvezelet gant an Teul treuzdougen.

Pa asant an dreizherion beajiñ e bourzh bagoù Kompagnunezh ar Mor Bras ha preniñ bilhedoù evit ober ur veaj pe kas marc’hadourezh, e asantont d’ar penndivizoù-mañ, hep mar na marteze, en o anv, en anv o hêred pe o gwireion. Talvout a ra an asant-se evit kement den a veaj gante, ar vugale hag an dud a veaj dindan o gwarez, o gward pe o evezh dreist-holl, hag evit o asurerion.

Pa lestrer e lakaer an holl zivizoù treuzdougen da dalvout dre zroed, en ur gontiñ an divizoù a sell ouzh ar prizioù e talvoud, hag ar re-se (sellet ouzh ar stagadenn « divizoù àr ar prizioù ») a dalv ivez evit ar Penndivizoù.

Diferadennoù ar Penndivizoù-mañ a dalv ivez pa vez fredet bag ur perc’henn all gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Gellout a reer goulenn kaout ar Penndivizoù er gar-vor, en ur stumm moullet pe elektronek, ha gallout a reer o lenn, o enrolliñ hag o moulliñ pa garer e lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras « https://www.compagnie-oceane.fr/fr/Conditions-générales-transport-et-ventes », digor d’an holl.

Gwir he deus Kompagnunezh ar Mor Bras da zegas kemmoù er Penndivizoù (evit pezh a sell ouzh ar prizioù dreist-holl). Roet e vo ar Penndivizoù nevez da c’hoût d’an dreizherion dre skritelloù ha dre al lec’hienn Internet. Kouviet eo an dreizherion da lenn aketus ar Penndivizoù, bep tro mand aint àr lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras.

Meneget e vo deiziad hizivadenn ziwezhañ ar Penndivizoù àr an teul.

 

3.1 – Divizoù hollek :

Ret eo d’an dreizherion kaout bilhedoù reizh a-benn gellout lestriñ. Ret eo d’ar re o deus bilhedoù evit meur a dreizh kaout ur gartenn-goumanant en o anv, hag a glot gant ar bilhedoù-se. Pa ne ziskouezer ket ur gartenn-goumanant ne c’heller ket monet er bourzh anez paeiñ ur bilhed evit un treizh..

Ret eo d’ar re o deus gwir da gaout prizioù ispisial diskouez o-unan an teulioù a ro ar gwir-se dezhe pe o c’hartennoù-koumanant hag ar prouennoù rekis (teulioù-anaout), ken pa brenont bilhedoù, ken pa vezont kontrollet e-pad al lestriñ, ha ne vo ket degemeret luc’heilennoù. Ma vez dale abalamour ma ranker reizhiñ ur priz pe dre ma ne ziskouezer ket an teulioù rekis evit kaout prizioù izel (evel ar gartenn enezidi) pe ar c’houmanant hag ar prouennoù, ha ma vez miret ouzh an treizhour a lestriñ e-pad ma vez ar vag ouzh ar c’hae abalamour da gement-se, ne vo ket gellet dougen klemm ouzh Kompagnunezh ar Mor Bras.

Digoust eo ar beajoù evit ar vugale dindan pevar bloaz. Daoust d’an dra-se e rankont kaout bilhedoù, d’an dreizherion da vout kontet e-pad al lestriñ.

Difennet eo da bep Treizhour :

  • ober gant un teul treuzdougen er-maez lezenn (ha gwalliñ ar penndivizoù a sell ouzh ar prizioù) ;
  • ober gant un teul treuzdougen bet kemmet pe aozet en ur mod bennak a c’hellfe aesaat ar floderezh ;
  • reiñ, adwerzhiñ pe prestiñ digoust pe pas un teul treuzdougen, ur gartenn-goumanant pe un teul en ur priz izeloc’h ;
  • ober gant un teul treuzdougen, ur gartenn-goumanant pe un teul en ur priz izeloc’h, ha n’eo ket dezhañ.

Ar c’hartennoù-koumanant hag ar c’hartennoù enezidi zo kartennoù personel àr anv hag anv-bihan o ferc’henned hag o foltred àrne. Personel-rik int, ne c’hellont ket bout roet d’unan arall, ha chom a ra ar c’hartennoù-koumanant e dalc’h Kompagnunezh ar Mor Bras hag ar c’hartennoù enezidi e dalc’h ar C’huzul-rannvro. Ma vez graet un implij flodus ag ur gartenn-goumanant, ag ur gartenn enezad pe ag un digresk gant ar perc’henn anezho pe ma vez lodek an den er floderezh (falsadur, dambrez, prest d’unan arall…), ha ma vez stadet kement-se en ur c’hontroll, e c’hello bout difennet ouzh an den mont e-bourzh ha lamet e vo ar gartenn diouzhtu digantañ gant tud skipailh Kompagnunezh ar Mor Bras ha kaset e vo ar floder dirak al lez-varn ma vez ezhomm.

Gellout a ra ar gartenn-goumanant bout freuzet dre wir leun gant an Treuzdouger ivez, goude kemenn d’an Treizhour, ma vez prouet ar floderezh, ma c’hoarvez meur a wezh pe ma ne vez ket paeet ar c’houmanantoù.

Resisaet eo ar prizioù en divizoù a sell ouzh ar prizioù hag a c’heller goulenn digant Kompagnunezh ar Mor Bras. Ar gwir d’en em zislavaret hag a zo e talvoud evit ar pellwerzh (mellad L 221-2 a gKod ar beveziñ) ne dalv ket evit an holl bourchasoù a denn d’an teulioù treuzdougen.

3.2 – Kontrolliñ an Teulioù treuzdougen

Gant an dreizherion e rank bout an teulioù treuzdougen a glot gant rummad ha doare ar servij a reont gantañ. En o c’harg emañ derc’hel o zeul treuzdougen e stad vat hag e-pad o beaj, da lâret eo betek an dilestradeg diouzh ar vag, e rankont gellout o diskouez da holl labourerion Kompagnunezh ar Mor Bras a zo engwiriet d’en ober.

A-hed an dreizhadenn e c’hell gwazourion Kompagnunezh ar Mor Bras kontrolliñ an teulioù treuzdougen er bagoù, hag ivez pa vez lestret pe dilestret en tachadoù merket evit se. Diwar o goulenn e rank an dreizherion diskouez o zeul treuzdougen ha kement prouenn a zo e talvoud.

Ret eo paeiñ ar bilhedoù pa virer ar plasoù. Gant paeamant ar bilhedoù eo e vez miret ar plasoù e bourzh ar bagoù.

Gellout a reer mirout ha paeiñ bilhedoù dre Internet e lec’hienn Kompagnunezh ar Mor Bras www.compagnie-oceane.fr, dre bellgomz en niverenn 0 820 056 156, gant an ingalerioù bilhedoù emgefre, pe ouzh ar gwichedoù.

E lec’hienn Kompagnunezh ar Mor Bras ha dre bellgomz e paeer ar bilhedoù gant ur gartenn-vank. Suraet eo ar paeamantoù. Dre bellgomz e c’heller paeiñ gant ur chekenn pe ur chekenn-vakañsoù. Koulskoude ne vo ket miret ar plasoù da vat a-raok na vo resevet ar chekennoù, ha gant ma chomo plasoù d’ar c’houlz-se.

Ouzh ar gwichedoù e c’heller paeiñ gant argant prest, gant ur gartenn-vank, gant ur chekenn pe gant ur chekenn-vakañsoù. Pa brener ur bilhed ouzh ar gwiched e ranker paeiñ un treziad 1 € evit mirout ar plas.

Gellout a reer preniñ bilhedoù evit mont kuit diouzhtu gant ma chomo plasoù.

Ret eo d’an dreizherion kontrolliñ ar bilhedoù hag ar moneiz a vez rentet dezhe a-raok mont kuit. Ne c’hellint ket klemm àr-lerc’h, ma n’eo ket bet roet ar bilhed mat dezhe pa ma’z eus bet graet ur fazi gant ar moneiz.

Ret eo d’an dreizherion paeiñ dik, da lavaret eo paeiñ ar pezh a zleont rik, e doare ma n’he do ket Kompagnunezh ar Mor Bras da rentiñ moneiz (lezenn eus an 22 a viz Ebrel 1871, mell. L.112-5 kod ar moneiz hag an argant). Ret eo d’an dreizherion o deus gwir da gaout prizioù izel embann an dra-se a-raok preniñ ar bilhedoù ha diskouez an teul a ro ar gwir-se dezhe pa brenont o bilhedoù, pa lestront ha pa vezont kontrollet. Ur wech graet ar veaj ne c’hello bout graet cheñchamant ebet ha ne vo ket gellet adpaeiñ ar bilhedoù dezhe.

Ne vo ket roet eiladoù eus ar bilhedoù, evit forzh peseurt abeg e vefe. Ma vezont kollet, laeret pe un dra bennak evel-se, e ranko an dreizherion preniñ bilhedoù arall.

Ret eo paeiñ ar fakturennoù dleet da Gompagnunezh ar Mor Bras kerkent ha ma vezont resevet. Ma ne reer ket e vo laket kampi dale, dre zroed ha hep na vefe kaset ul lizher arall. Teir gwech feur kampi al lezenn eo ar c’hampi-se, ha gellout a ra bout goulennet dre zroed, hep kemenn kent. Jedet e vez an digoll-se diàr holl an argant PTB a chom da baeiñ, adal an deiz ma ranke ar priz bout paeet betek ma vo paeet penn-da-benn. Ret e vo d’an dreizherion paeiñ ivez un treziad digoll 8 euro evit ar mizoù dastum. Ha kement-se anez derc’hel kont eus an digoll a c’hellfe bout, hervez ar gwir boutin, abalamour d’ur gwall bennak arall diàr an dale-se end-eeun.

8.1 – Penaos e c’heller kemmiñ bilhedoù

Gellout a reer kemmiñ ar bilhedoù, gant ma chomo plasoù. Er gwichedoù e ranker enrolliñ ar c’hemmoù bilhedoù e-pad an eurioù digoriñ hag a c’heller lenn e lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras « https://www.compagnie-oceane.fr/fr/accueil ».

Ne dalv ket an divizoù kemmiñ-se evit ar Bilhedoù prenet àr-bouez skridoù-preniñ (skridoù gant ar Poellgorioù Embregerezh), dre ma vez reoliet ar Bilhedoù-se gant modelezhioù implij ar skridoù-preniñ just a-walc’h.

Treizherion en oad gour en o-unan ha n’int ket eus an inizi :

  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 1 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 4 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Eus 12 eur da 48 eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 8 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 48 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Treizherion koumanantet ha bugale en o-unan :

  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 1 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 1,50 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Eus 12 eur da 48 eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 2 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 48 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Treizherion eus an inizi, en o-unan :

  • Gellout a ra ar bilhedoù miret bout kemmet digoust, gant ma chomo plasoù, betek eur an disparti.
  • Ne vo ket daskoret priz ar bilhedoù pa n’en em gav ket an dreizherion da goulz al lestriñ. Àr-lerc’h an disparti koulskoude e c’hellor o c’hemmiñ digoust, ur wech hepken, ouzh hor gwichedoù hepken, evit un disparti en tri miz da zonet.

 

 

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù, pe dre lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras.

8.2 – Penaos e c’heller nulliñ Bilhedoù evit Treizherion

Evit nulliñ bilhedoù e ranker paeiñ ur sammad evit pep treizh nullet, hervez an divizoù-mañ :

Treizherion en oad gour en o-unan ha n’int ket eus an inizi :

  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 4 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret deoc’h paeiñ 8 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • En tu-hont da 12 eur àr-lerc’h an disparti ne vo ket daskoret priz ar bilhed.

Treizherion koumanantet ha bugale en o-unan :

  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 1,50 € ouzhpenn dre vilhed.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret deoc’h paeiñ 2 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • En tu-hont da 12 eur àr-lerc’h an disparti ne vo ket daskoret priz ar bilhed.

Treizherion eus an inizi, en o-unan :

  • Gellout a ra ar bilhedoù miret bout nullet digoust betek un eur a-raok an disparti.
  • Goude-se ne c’hello ket priz ar bilhedoù bout daskoret. Koulskoude e c’hellor o c’hemmiñ digoust, ur wech hepken, ouzh hor gwichedoù hepken, evit un disparti en tri miz da zonet.

 

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù. Ne vo ket daskoret priz koumanantoù treizherion na treizhoù a chomo.

Mat eo gouiet e vez kontet ar mizoù nulliñ da vout kastizoù evit redioù ha n’int ket bet sevenet, setu ne vo ket laket an TGO da dalvout evite.

9.1 – Penaos e c’heller kemmiñ bilhedoù evit karbedoù

Gellout a reer kemmiñ ar bilhedoù, gant ma chomo plasoù. Ret eo paeiñ ur sammad ouzhpenn evit pep treizh kemmet, hervez an divizoù-mañ :

9.1.1 – Marc’hoù-tan betek 125 cm3

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :

  • Pa gemmer bilhedoù miret e ranker paeiñ un treziad 0,50 € dre vilhed betek 48 eur àr-lerc’h an disparti.
  • Goude-se e vo miret priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

9.1.2 – Kirri, kirri-labour pe ramokoù ha n’int ket uheloc’h eget 2 m 10, ha marc’hoù-tan ouzhpenn 125 cm3

 

Kirri ha n’int ket eus an inizi, da bep prantad :

  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ  7 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 16 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti ha betek 24 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 32 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 24 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

 

Kirri gant ur c’houmanant, da bep prantad :

  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 4 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 10 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti ha betek 24 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 20 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 24 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

 

Kirri eus an inizi :

  • Betek un eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 1 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Eus 1 eur àr-lerc’h an disparti da 24 eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 2 € ouzhpenn dre vilhed kemmet.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 24 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust, gant ma chomo plasoù.

 

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù pe dre lec’hienn Internet Kompagnunezh ar Mor Bras.

9.1.3 – Kirri, kirri-labour pe ramokoù uheloc’h eget 2 m 10, kirri-kampiñ ha karavanennoù

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :

  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 15 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

9.2 – Penaos e c’heller nulliñ bilhedoù evit karbedoù

Evit nulliñ bilhedoù e ranker paeiñ ur sammad evit pep treizh nullet. Gellout a ra bout graet hervez an divizoù-mañ :

9.2.1 – Marc’hoù-tan betek 125 cm3

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :

  • Betek 48 eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ un treziad 0,50 € dre vilhed miret a nuller.
  • Goude-se e vo miret priz klok ar bilhedoù gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

9.2.2. – Kirri, kirri-labour pe ramokoù ha n’int ket uheloc’h eget 2 m 10, ha marc’hoù-tan ouzhpenn 125 cm3

Kirri ha n’int ket eus an inizi, da bep prantad :

  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 11 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 24 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 48 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout daskoret o friz nag eskemmet.

Kirri eus an inizi :

  • Betek 24 eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ 4 € ouzhpenn dre vilhed nullet.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout daskoret o friz nag eskemmet.

 

9.2.3 – Kirri, kirri-labour pe ramokoù uheloc’h eget 2 m 10, kirri-kampiñ ha karavanennoù

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :

  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Adal D-4 betek un eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ 35 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout daskoret o friz nag eskemmet.

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù pe eus an nulladurioù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù. Ne vo ket daskoret priz ar c’houmanantoù evit ar c’hirri pe ar marc’hoù-tan.

Mat eo gouiet e vez kontet ar mizoù nulliñ da vout kastizoù evit redioù ha n’int ket bet sevenet, setu ne vo ket laket an TGO da dalvout evite.

Ret eo d’an dreizherion plegiñ d’an urzh a zo e bourzh ar bagoù, dindan aotrouniezh kabiten al lestr. Setu ma rankont doujiñ d’an holl reolennoù laket gant Kompagnunezh ar Mor Bras hag ober diouzh ar c’hemennoù a roer dezhe pa lestront ha pa zilestront.

Kompagnunezh ar Mor Bras, dre hanterouriezh he implijidi, ar c’habiten dreist-holl, a c’hell nac’h degemer e bourzh ur vag treizherion ha ne glot ket o emzalc’h gant surentez an dreizherion arall pe hini ar vag, peotramant a c’hellfe noazout d’an urzh foran.

Ouzhpenn-se en deus gwir an Treuzdouger da nac’h degemer un Treizhour e bourzh ur vag evit an abegoù-mañ :

  • Ma tiskouez an Treizhour teulioù-anaout eztalvoud pe direizh.
  • M’eo tapet an Treizhour pe ma c’hellfe bout tapet gant ur c’hleñved poreüs grevus pe ur c’hleñved laket gant ar pennadurezhioù yec’hedel en ul live diwall ofisiel evel ar poreadoù analiñ grevus, ar virusoù, an torzhellegezhioù pe ar pneumoniennoù.
  • Ma verk ar c’habiten eo bet an Treizhour é kemer drammoù, produioù halukinogen pe traoù hag a c’hell bout dañjerus evitañ e-unan ha/pe evit an dreizherion arall. Forzh penaos eo difennet kemer alkool pe drammoù e bourzh.
  • Ma ne glotfe ket emzalc’h un treizhour gant surentez an dreizherion arall pe hini ar vag, peotramant ma c’hellfe noazout d’an urzh foran.

Degas soñj a ra Kompagnunezh ar Mor Bras d’an dreizherion n’eus medisinour ebet e bourzh e-pad ar beajoù.

Reoliet eo an treuzdougen armoù gant an diferadurioù a sell oute, deskrivet en teul kevret 12.29-A – stagadenn evit an treuzdougen armoù.pdf hag a c’heller goulenn er garioù-mor.

Difennet eo butuniñ e bourzh ar bagoù hag er garioù-mor, nemet el lec’hioù kemennet evel lec’hioù graet a-ratozh-kaer evit se. Difennet eo en em deurel er mor ivez.

 

10.1 – Tud dalc’het en o c’herzhed

An dreizherion dalc’het en o c’herzhed, abalamour d’un namm fizikel (skiantoù pe keflusk, pad pe berrbad), d’un namm pe d’un divig spered, pe kalz a vern peseurt namm, peotramant abalamour d’o oad, hag a zleer teurel un evezh dibar oute pa implijont un doare treuzdougen ha ma tleer azasaat ar servij diouzh o ezhommoù dibar, an holl dreizherion-se (« Tud dalc’het en o c’herzhed ») a rank en roiñ da c’hoût d’an Treuzdouger pa viront pe pa brenont o Bilhedoù. Sellet a ra an ezhommoù dibar-se ouzh ar gambr, ar plas azezet, ar servijoù ret, ar rekis kas dafar mezegel pe beajiñ gant ur c’hi skoazell evit an den dalc’het en e gerzhed. Gellout a ray hemañ roiñ da c’hoût d’an Treuzdouger ivez mar faot dezhañ bout skoazellet pa vo é veajiñ e bourzh bagoù Kompagnunezh ar Mor Bras.

Evit kaout ar skoazell-se e vo ret d’an den dalc’het en e gerzhed :

  • sevel e c’houlenn ouzh an Treuzdouger, 48 eur a-raok an disparti d’an diwezhatañ, en ur resisaat e ezhommoù. Digoust eo ar skoazell-se, gant ma ray an den en deus afer ag ar skoazell àr-dro mont e darempred gant e asurañs kleñved evit bout daskoret ag ar mizoù treuzdougen (ha re e ambrouger ma vez) ;
  • bout er porzh lestriñ pe el lec’h rakwelet evit degemer an dud dalc’het en o c’herzhed pe d’an eur laket gant an Treuzdouger, pe, ma n’eus bet laket eur ebet, 60 munut a-raok eur an disparti d’an diwezhatañ.

Ma vefe ezhommoù dibar gant un den dalc’het en e gerzhed hag a vefe gouezet ha kavet reizh gant an Treuzdouger, e c’hello hemañ goulenn e vefe ambrouget an den dalc’het en e gerzhed gant un den arall barrek da roiñ ar skoazell rekis a-pad an dreizhadenn.

En desped d’an diferadennoù kent en deus gwir an Treuzdouger da nac’h mirout pe reiñ ur Bilhed, pe da nac’h lestriñ un den dalc’het en e gerzhed :

  • ma ranker doujiñ da rediennoù surentez ;
  • ma vez dibosupl lestriñ, dilestriñ pe kas an den dalc’het en e gerzhed abalamour da zanframmoù pe aveadurioù ar porzh pe ar vag (dav eo resisaat emañ savet bagoù Kompagnunezh ar Mor Bras hervez reoladoù Rann 190 reoliadur mor Frañs).

Ma vefe kont evel-se e vefe daskoret priz ar Bilhed prenet gant an den dalc’het en e gerzhed gant an Treuzdouger.

Treizherion pe bleinerion karbedoù da vout lestret a zilez o frioriezh da lestriñ p’en em gavont àr-lerc’h an eur (da lavaret eo 45 munut a-raok an disparti evit ar c’harbedoù hag 20 munut evit an dreizherion*), ha dav eo resisaat ne vo ket gwarantet plasoù dezho er bourzh en degouezh-se. Rak-se e ouestlont chom hep sevel klemm ouzh an Treuzdouger. Ret eo d’ar vleinerion lestriñ ha dislestriñ o c’harbedoù o-unan. Ma vez astalet al lestriñ pe an dilestriñ dre faot ur bleiner na vefe ket àr al lec’h e koulz, e vefe kiriek bleiner pe perc’henn ar c’harr d’an holl heuliadoù diàr an dale-se.

* 20 munut hepken evit ar c’harbedoù eus an inizi ha 10 munut hepken evit an dreizherion eus an inizi.

Pa lestront e rank an dreizherion diskouez o zeul treuzdougen, evel rakwelet er mellad 3, hag an teulioù prouiñ meneget er mellad 3.1. evit ur Bilhed gant ur priz ispisial. Ma reont diouer e c’hellor nac’h d’an treizhour lestriñ, nemet ma vez prenet gant hemañ un Teul treuzdougen e talvoud.

Ar vugale dindan 14 vloaz a veaj dindan evezh o zud pe un oadour bennak a zo e karg anezhe. Koulskoude, diàr goulenn o zud pe o c’hulatorion hervez al lezenn, e c’hell ar vinored eus 10 da 13 vloaz achu beajiñ o-unan, gant ma vo bet sinet gant an dud ganto beli ar gerent (kerent pe tutored hervez lezenn), ar furmskrid “Aotre-beajiñ evit ur minor ha n’eo ket ambrouget” a c’heller kaout ouzh gwichedoù an Treuzdouger, d’ar c’houlz ma vo miret pe prenet o dielloù treuzdougen (koumanantoù pe bilhedoù). Rak-se, ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù abalamour m’he do nac’het lestriñ ur bugel dindan 14 vloaz hag a zo o veajiñ en e-unan. Ne vo ket degemeret bugale dindan 10 vloaz ha n’int ket ambrouget e bourzh bagoù Kompagnunezh ar Mor Bras, e mod ebet.  

Ouzhpenn-se e c’hello Kompagnunezh ar Mor Bras nac’h gwerzhiñ Bilhedoù d’ar vinored (dindan 18 vloaz) dre al lec’hienn Internet pe ouzh ar gwichedoù, ma n’eo ket an dreizherion-se evit diskouez un aotre dre skrid a-berzh an dud ganto beli ar gerent.

E karg o ferc’henned e vez al loened pa veajont. Ret eo dezhe ober kement tra a zo ezhomm evit ma ne vo ket un darvoud bennak.

Ret eo d’an holl chas bout dalc’het en o roll. Ne c’hellont ket monet àr an azezennoù e mod ebet. Ret eo d’ar chas eus ar 1añ hag eus an 2l rummad bout minellet ha dalc’het en o roll.

Digoust eo ar beajoù evit al loened bihan-bihan pa vezont e-barzh ur baner pe etre divrec’h o ferc’henned. Kompagnunezh ar Mor Bras, dre hanterouriezh he implijidi, kabiten al lestr dreist-holl, a c’hell nac’h degemer ul loen hag a c’hellfe lakaat an dreizherion en arvar e bourzh ur vag. Ne vo ket gellet daskoriñ priz ar bilhed nag eskemm ar bilhed.

Pa vez degemeret ul loen e bourzh ur vag, e chom hennezh e karg an treizhour ma vez taget unan bennak pe ma vez graet forzh peseurt distruj gantañ.

Kiriek e vo pep treizhour, penn-da-benn hag e-unan-penn, da gement diheiadenn a vo graet d’ar vag, d’ar staliadurioù pe d’an dud arall, gantañ e-unan pe gant tud pe loened en e garg. Ret e vo dezhañ digoll an holl zistruj en do graet, ha paeiñ an dic’haou a c’hellfe bout goulennet gant an Treuzdouger pe gant an dud en do graet gaou oute.

15.1 – Gaou ouzh an dud

Ne c’hello ket an Treuzdouger bout laket kiriek ma vez gloazet Treizherion ha ma teu kement-se diàr fazi, diavizded pe gwallegezh an treizhour pe ma vez un degouezh a rediezh vuiek. Un emzalc’h reizh, evezhiek ha hervez ar reolennoù surentez a rank bout gant an dreizherion e-pad an dreizhadenn.

15.2 – Gaou ouzh ar madoù

Ne vo ket laket kiriek an Treuzdouger ma vez laeret, kollet pe distrujet traezoù prizius (en o mesk ar c’harbedoù kaset, ar poellgomzerioù, an tablezennoù, an urzhiataerioù…) pe pakoù an dreizherion, nemet ma c’heller prouiñ eo deuet ar gaou-se dre gwallegezh, diavizded pe fazi an treuzdouger.

Ne vo ket kiriek an Treuzdouger d’an distrujoù war ar c’harbedoù kaset pa vezont lestret ha dilestret, nemet ma c’heller teurel ar garez anezhe àr an urzhioù heñchiñ roet d’ar vleinerion gant koskor Kompagnunezh ar Mor Bras.

An divizoù a dalv evit an treuzdougen marc’hadourezh zo termenet e divizoù dibarek an treuzdougen marc’hadourezh.

Ouzhpenn an divizoù-se eo dav resisaat e c’hell an Treuzdouger bout laket kiriek d’ar gwalloù graet d’ar varc’hadourezh kaset gant an Treuzdouger adal ma vezont kemeret e karg gant hemañ betek degouezh ar vag, nemet e teufe an diheiadennoù-se eus divageüsted al lestr, eus un tan-gwall, eus un darvoud ha ne c’heller ket laket ar garez anezhañ àr an treuzdouger, eus an harz-labour, ul lock-out pe un arsav peotramant ur skoilh ouzh al labour evit abeg pe abeg, evit darn pe penn-da-benn, eus ur si gant ar varc’hadourezh pe eus an torraj-hent, eus gwall ar c’hargour, eus sioù kuzh ar vag, eus un taol saveteiñ buhezioù pe madoù er mor, eus fazioù merdeiñ ar c’habiten, ar bleinour pe gwazerion an Treuzdouger.

Ne c’hello an Treuzdouger bout kiriek d’ar gwalloù àr ar varc’hadourezh kaset nemet betek ar vevenn kiriegezh termenet e divizoù dibarek an treuzdougen marc’hadourezh.

Emañ ar pakadennoù e karg ar gaserion betek ma vint resevet gant implijidi Kompagnunezh ar Mor Bras, hag e karg ar reseverion adal ma vint resevet gante. Ne c’hello Kompagnunezh ar Mor Bras bout laket kiriek nemet d’ar gwalloù a c’hellfed prouiñ int bet graet d’ar pakadennoù e-pad an dreizhadenn, dre faot, dre zievezh pe dre wallegezh Kompagnunezh ar Mor Bras pe he gwazerion. Ne c’hello ket Kompagnunezh ar Mor Bras bout laket kiriek d’ur gwall c’hoarvezet abalamour d’ur pakadur diank pe siek.

Ma ne vez ket goulennet pakadennoù fiziet e Kompagnunezh ar Mor Bras er porzh arruout, e c’hello honnezh stokiñ ar pakadennoù-se en un etrepaouez jaojapl betek ma vint goulennet. Diouzh an dro e c’hello ar mizoù stokiñ bout fakturennet gant Kompagnunezh ar Mor Bras. Honnezh a c’hello teurel kuit an traoù kollidik a c’hellfe bout er pakadennoù. Ne c’hello ket Kompagnunezh ar Mor Bras bout laket kiriek da goll ar pakadennoù stoket pe d’an diheiadennoù graet dezhe.

Pep treizhour a c’hell dougen e bakoù personel hep paeiñ netra ouzhpenn, gant ma ne vint ket ouzhpenn 30 kg dre zen. Ne c’hello ket kemer pakoù e lec’h un treizhour arall. Ma vez muioc’h a bakoù gantañ e vo laket da baeiñ ar priz a lakaer d’ar pakadennoù n’int ket ambrouget. Gant « pakoù » e verker kement tra a zouger, nemet al loened bev hag ar varc’hadourezh tuzum pe landrammus. Ret eo d’ar pakoù bout tikedennet gant anv ha chomlec’h o ferc’henned. Ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù a c’hellfe bout ma ne vez ket doujet d’ar reolenn-se gant an treizhour. Gwir he deus Kompagnunezh ar Mor Bras da nac’h ar pakoù n’int ket bet aozet mat, n’int ket tikedennet pe a zo anat arne int gwalleget. E karg an dreizherion emañ renkiñ ar pakoù e bourzh ar vag pe kemer ar pakoù o deus degaset. Ret eo dezhe ivez ober diouzh ma ne vo ket stanket gant o fakoù an hentoù sikour na tremen ar skipailhoù surentez.

E-pad an dreizhadenn e chom pakoù hag aferioù personel an dreizherion dindan o gward hag o evezh. Rak-se ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’al laeroñsioù, d’ar c’holloù, pe d’an diheiadennoù graet d’ar pakoù pe d’an aferioù personel. Hañval dra, ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù a c’hellfe bout abalamour d’ar pakoù pe d’an aferioù personel lezet en he salioù pe e bourzh he bagoù (estroc’h evit ar pakoù fiziet e Kompagnunezh ar Mor Bras ha n’int ket bet goulennet).

Reolennoù strizh zo evit an treuzdougen marc’hadourezh dañjerus e bourzh bagoù gant treizherion, ha ret eo ober un disklêriadur da Gompagnunezh ar Mor Bras. Anv zo, e-mesk traoù arall, eus an treuzdougen hidrokarbidennoù, gaz, pe danvez a c’hell flammiñ pe tarzhiñ hag a gaver ar renabl anezhe e Kod Mor ar Produioù Dañjerus (IMDG) embannet gant Aozadur Etrebroadel ar Mor (IMO), diferet el lezennoù broadel pe e reolennoù ispisial Kompagnunezh ar Mor Bras. Rak-se, e-barzh ar pakoù ne zle ket bout danvez loskidik, tarzhus, krignus, armoù-tan, pe e vefent karget pe ne vefent ket, na kement tra a c’hellfe bout ur riskl evit an dreizherion, implijidi Kompagnunezh ar Mor Bras pe tud arall.

Kement Treizhour en do lestret produioù dañjerus ha difennet en desped da gKompagnunezh ar Mor Bras a c’hello bout kaset dirak al lez-varn anez kontiñ an holl dic’haouioù pe digolloù rakwelet gant lezennoù Frañs. E Divizoù Dibarek an treuzdougen marc’hadourezh e resisaer amplegadoù strishaus an treuzdougen produioù dañjerus.

Nag er pakoù nag er c’harbedoù kaset enta ne c’hell bout danvezioù loskidik (nemet e beolioù ar c’harbedoù), tarzhus, krignus, armoù-tan, pe e vefent karget pe ne vefent ket, na kement tra a c’hellfe bout ur riskl evit an dreizherion, koskor Kompagnunezh ar Mor Bras pe tud arall.

Ma vez kollet pe dianket un dra bennak e bourzh ar vag e rank an Treizhour mont d’ar gar-vor evit reiñ kement-se da c’hoût.

Gwir en deus ar c’habiten da ramokiñ ha da sikour listri arall e forzh peseurt degouezh, da cheñch roud, da saveteiñ pe da lestriñ tud eus bagoù arall. Ne c’hello ket an dreizherion klemm abalamour da gement-se.

Goude gervel servij pratikoù Kompagnunezh ar Mor Bras ha ma n’eo ket mat ar respont pe ma n’eus respont ebet dindan 60 deiz, e c’hell an Treizhour, e-pad bloaz adalek deiziad enrolliñ ar c’hlemm ouzh ar servij pratikoù, sezisiñ hanterour an Touristerezh hag ar Beajoù, a zo merket e zaveennoù hag e vodelezhioù seziz en e lec’hienn Internet : www.mtv.travel.

Ma vez ur breud bennak a-zivout ar penndivizoù treuzdougen-mañ e vo kaset dirak Lez-varn galv Roazhon. N’eus nemet ar gwir gall a gement a c’hello bout laket da dalvout.

La Compagnie Océane utilise des cookies sur ce site. Avec votre consentement, nous les utiliserons pour mesurer et analyser l'utilisation du site (cookies analytiques), pour l'adapter à vos intérêts (cookies de personnalisation) et pour vous présenter des publicités et des informations pertinentes (cookies de ciblage).