Edig

diouzh porzh Kiberen

Edig, un enezenn diles ha dudius

Edig, un enezenn da welet

Gant Kompagnunezh ar Mor Bras, kompagnunezh-vor an inizi er-maez d'ar Mor-Bihan,  kit trema Edig, ur baradozig sioul ha seder a c'heller donet betek enni gant ar vag dindan un eurvezh a Giberen ! Bemdez a-hed ar blez, gant ho familh, hoc'h-unan pe gant mignoned, lestrit e bourzh hor bagoù hag  em lezit da vonet gant hoal an enezenn diles ha dudius-se ha gant bourraplted ar vuhez enni.

Dizoleiñ Edig

Nepell diouzh Houad emañ Edig o tispakañ hec'h eskell bevennet gant traezh gwenn evel ur valafenn àr ar mor.

 

Ur bladenn damuhel eo Edig, ral an torgernnoù enni : 22 vetr eo al lec'h uhelañ. Gant he ment dister (2km2 he gorread, 2,5 km en he ment hirañ) e verzer diouzhtu e vezer en un enezenn : ur santad dibar a-walc'h eo. A gement lec'h a zo en enezenn pe dost e c'heller gwelet ar mor !

Erruout e Porzh an Argol

Goude an dreizhadenn adal Kiberen en ur dremen dre Houad, ur wezh aet en tu-hont da Ganol an div C'hoer ec'h erruot e Porzh an Argol. Ar porzh bihan dudius-se a ro goudor d'un hanter dousenn a vagoù-pesketa. Ma'c'h it gant ar « vali » traezhet e viot degemeret diardoù er vourc'h. Un nebeud tier zo tro-dro d'an ti-kêr, ar presbital, an ajañs-post hag ar skol. Pelloc'h emañ an iliz edan he c'houc'h eilpennet é tiskouez exvotoioù,anezhe  goueletennoù ha bagoù-toneta a c'hiz kozh eilskeudennet en un doare feal.

Monet da Edig a-hed ar blez

Edig zo da welet ha da adwelet a-hed ar blez.

En nevez-amzer hag en hañv e welot hag e klevot, a-hed an 8 km aodoù ha traezhennoù, livioù ha c'hwezhioù rouez ha mezvus. En em gavout a reot e-kreiz ul liorzh vras n'he deus harz ebet nemet glaz ar mor. Arabat eo mouzhañ, ouzhpenn ar baleadennoù, ouzh ar c'houronkadennoù yac'hus en ur mor glas-pers.

En diskar-amzer e vez al lann touz, en diabarzh, strewet a wernioù hag a stankoù amañ hag ahont, é wiskiñ o dilhad livioù alaouret. D'ar poent ma vez an hañvourion é tistroiñ e kêr emañ bourrus kemer tro ag an amzer glouar c'hoazh gant an aodoù-traezh a vez didud a-wechoù !

Met e-pad ar goañv e kav ger-stur an enezenn, « Contre vents et marées »,  e ster leun. Pa vez an avel o c'hwezhiñ ha pa vez ar mor kounnaret é verviñ neuze e ta Edig àr wel. Evit an dud kalonek a gred avanturiñ en douaroù skubet gant ar fru, eo an natur difreuz ha gouez a lamm àrne. Sebezus !

traezhenn mor Edig bag

Tro Edig

Ma'c'h it a-hed an aod trema ar gornôg, dre an traezhennoù bihan goudoret e Porzh an Iliz, ec'h it betek Beg ar C'hastell, penn roc'hellek an enezenn hag a echu evel pikoù-arsav er mor. Ag al lec'h-se e weler Houad ha, pelloc'h er gornôg, ar Gerveur.

Ag ar wenodenn a-hed an aod e kreisteiz an enezenn e c'hellit gwelet traezhennoù bihan kuzh ma ta bagoù-bale alies da deuler an eor, gant an dudius m'eo al lec'h. D'an tre e c'hellot gwelet, marteze, morfedenned triliv é klask o boued etre ar bezhin hag ar reier.

Pa dremenit hebiat  Kalvar ar Porzh Gwenn ha goude-se hebiat Kasperakiz, sellit ouzh tevenn Porzh ar Groez gant e segal-aod (morhesk), e jenofl-arvor hag e lili-arvor gouez, hag ar Baludenn.

Aspadennoù ag istor Mab-Den a gaver amañ hag ahont e douaroù Edig evel Maen-hir ar Werc'hez pe ar C'hreñvlec'h, e giz Vauban, bet savet e 1853 evit difenn an aodoù diouzh argadennoù ar Saozon. En ur vonet da Veg Lagad, er gwalarn, e c'hellot gwelet ar c'hreñvlec'h-se. 

Goude-se, distroit da Borzh an Argol. Arabat eo deoc'h kuitaat an enezenn avat hep kemer amzer da straniñ er vourc'h plijus, sioul ha distenn an endro anezhi.

C'hwek eo beviñ en Edig

Eürus eo buhez tud Edig ha gant se em gaver eürus ivez. Gant an enezenn a-bezh e vezit degemeret evit pourmenadennoù diankounac’haus en ur vro didrouz ha didrubuilh. Pebezh sioulder ! Rak amañ n'eus karr ebet !

Gant hin klouar-kenañ an enezenn, he flant puilh hag he c'hornioù sioul e soñjo deoc'h oc'h é tremen vakañsoù pe un devezh e-maez an amzer. N'eus ket ezhomm atav da vonet betek penn arall ar bed evit em santout divroet ! Ha ken dudius eo Edig...

Dont a reer da Edig evit kavout en natur dibar ha gwarezet hag e degemer c'hwek an dud, karadek ha madelezhus, an traoù eeun a ra d'an den bout en e vleud... Gant Kompagnunezh ar Mor Bras, lestrit bemdez a-hed ar blez trema al lec'h peoc'hus ha hoalus-se.

Un nebeud alioù :

- Gellout a ra an heol poazhiñ gwxezh-a-ves ha ral eo al lec'hioù disheoliet en enezenn. Pouezus eo eta em wareziñ diouzh an heol gant un tog, ur re lunedoù-heol ha dienn heol. - Gwiskit botoù mat en ho treid, rak hep karr e ranker bale. N'eus ket ezhomm, koulskoude, da lakaat botoù-bale.  Re vras int ha gante e c'heller lakaat ar plant hag an tevennoù en arvar. Soñjit en dra-se eta ! - Soñjit degas argant laosk ganeoc'h ivez rak n'eus bilhedaouer ebet en enezenn !

Taolit evezh :  Houad hag Edig n'int ket bet inizi atav. Gwezharall e oant stag ouzh gourenez Kiberen. En deiz hiziv ec'h eus 15 km etre an douar-bras hag int !

Bourc'h Edig

Prizioù

 

Oaderion adal 14,00 € evit mont hepken

Bugale adal 7,00 € evit mont hepken

ha sellit ouzh hon holl formulennoù koumanantiñ

 

 

 

Carte des traversées

Eurioù

Oaderion adal 14,00 € evit mont hepken

Bugale adal 7,00 € evit mont hepken

ha sellit ouzh hon holl formulennoù koumanantiñ

Mont & parkiñ

Evit mont da Houad hag Edig e vez lestret e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen, 20 munut a-raok ma vez ar vag da loc’hiñ.

Mar fell deoc’h beajiñ didrubuilh, klaskit en em gavout e Kiberen 1 eur d’an nebeutañ a-raok ma loc’ho ar vag a vo kemeret ganeoc’h.

 

En savoir plus

Liens utiles

Pour en savoir plus sur l'île de Hoëdic,

  Ile d'Hoedic     Brittany region     Morbihan tourisme

A bientôt à bord de nos bateaux !

Autres destinations