Penndivizoù treuzdougen ha gwerzhiñ

Ar Gerveur, Enez-Groe, Inizi Houad hag Edig

1 Kentskrid

Sachiñ a reer evezh ar veajerion hag ar gargerion àr benndivizoù ha divizoù difer an dougen marc’hadourezh a dalv evit an treuzdougen àr vor sevenet gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Ur c’hevredad dre gevrannoù eeunaet eo Kompagnunezh ar Mor Bras, gant ur c’hapital a 290 000 €. Marilhet eo en Oriant hag emañ he sez sokial er gar-vor.

Reoliet eo an treuzdougen sevenet gant holl vigi Kompagnunezh ar Mor Bras gant kod an treuzdougen, mellad L5421-1 kod an treuzdougen hag ar re àr-lerc’h dreist-holl, hag ivez gant ar penndivizoù-mañ.

Pa asant an dreizherion pe ar gargerion beajiñ e bourzh bigi Kompagnunezh ar Mor Bras ha preniñ bilhedoù evit ober ur veaj pe kas marc’hadourezh, e asantont d’an divizoù-mañ, hep mar na marteze, en o anv, en anv o hêred pe o gwireion. Talvout a ra an asant-se evit kement den a veaj gante, ar vugale hag an dud a veaj dindan o gwarez, o gward pe o evezh peurgetket, hag evit o asurerion.

Pa lestrer e lakaer an holl zivizoù treuzdougen da dalvout dre zroed, en eur gontiñ an divizoù a sell ouzh ar prizioù.

Talvout a ra ivez ar penndivizoù-mañ pa vez fredet bag ur perc’henn all gant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Er peurrest eus an diell-mañ e vo graet « an Treuzdouger » eus Kompagnunezh ar Mor Bras.

2 Eurioù

Ne vo ket gwarant an Treuzdouger ma c’hoarvez unan eus an traoù-mañ : kemmoù roud pe eurioù ; diheñchadurioù ; arsavioù er servij ha nulladurioù peurgetket ; dale e sevenidigezh ar gevrat treuzdougen ; heuliadoù pa ne vez ket sevenet ar gevrat-se abalamour da avarioù, d’an amzer fall, da vrezelioù diabarzh pe gant broioù estren, da harzoù-labour a-grenn pe a-zarn, da emsavioù gant patromed, michererion, ofiserion ha martoloded, n’eus forzh peseurt implijidi, pe e vefent e servij Kompagnunezh ar Mor Bras pe ne vefent ket.

Ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras e mod ebet da heuliadoù an direizhderioù, an ehanoù pe an arsavioù servij-se. Àr-goust an dreizherion e chomo ar mizoù hag ar riskloù, an heuliadoù anezhe hag ar gwalloù diàr an darvoudoù-se. Kement kemm eurioù pe nulladur a vefe diàr darvoudoù ha ne c’hellfed ket teurel ar garez anezhe àr an Treuzdouger (degouezh a rediezh vuiek, degouezh dic’hortoz ha kement zo) a rafe d’ar gevrat bout nullet hep na vefe paeet digoll ebet gant den.

3 Prizioù ha kontroll

Ret eo d’an dreizherion pe d’ar gargerion kaout bilhedoù reizh a-benn gellout lestriñ. Ret eo d’ar re o deus bilhedoù evit meur a dreizh kaout ur gartenn-goumanant en o anv, hag a glot gant ar bilhedoù-se. Pa ne ziskouezer ket ur gartenn-goumanant ne c’heller ket monet er bourzh anez paeiñ ur bilhed evit un treizh.

Ret eo d’ar re o deus gwir da gaout prizioù ispisial diskouez o-unan an teulioù a ro ar gwir-se dezhe pe o c’hartennoù-koumanant, ken pa brenont bilhedoù, ken pa vezont kontrollet e-pad al lestriñ. Ma vez dale abalamour ma ranker reizhiñ ur priz pe dre ma ne ziskouezer ket an teulioù rekis evit kaout prizioù izel, ha ma vez miret ouzh an treizhour a lestriñ e-pad ma vez ar vag ouzh ar c’hae abalamour da gement-se, ne vo ket gellet dougen klemm ouzh Kompagnunezh ar Mor Bras.

Digoust eo ar beajoù evit ar vugale dindan pevar bloaz. Daoust d’an dra-se e rankont kaout bilhedoù, d’an dreizherion da vout kontet e-pad al lestriñ.

Ma ne vez ket diskouezet ur bilhed pe ur gartenn-goumanant reizh gant un treizhour bennak da-geñver ur c’hontroll e ranko hennezh paeiñ priz ar veaj en e bezh hag un dell-gastiz treziata ouzhpenn.

Emañ ar prizioù e Penndivizoù ar Prizioù a c’heller goulenn digant Kompagnunezh ar Mor Bras.

4 Mirout ha paeiñ ar bilhedoù

Ret eo paeiñ ar bilhedoù pa virer ar plasoù. Gant paeamant ar bilhedoù eo e vez miret ar plasoù e bourzh ar bigi.

Gellout a reer mirout ha paeiñ bilhedoù dre Internet e lec’hienn Kompagnunezh ar Mor Bras www.compagnie-oceane.fr, dre bellgomz en niverenn 0 820 056 156, gant an ingalerioù bilhedoù emgefre, pe ouzh ar gwichedoù.

E lec’hienn Kompagnunezh ar Mor Bras ha dre bellgomz e paeer ar bilhedoù gant ur gartenn-vank. Suraet eo ar paeamantoù. Dre bellgomz e c’heller paeiñ gant ur chekenn pe ur chekenn-vakañsoù. Koulskoude ne vo ket miret ar plasoù da vat a-raok na vo resevet ar chekennoù, ha gant ma chomo plasoù d’ar c’houlz-se.

Ouzh ar gwichedoù e c’heller paeiñ gant argant prest, gant ur gartenn-vank, gant ur chekenn pe gant ur chekenn-vakañsoù.

Gellout a reer preniñ bilhedoù evit mont kuit diouzhtu gant ma chomo plasoù.

Ne vo ket miret plasoù ken evit ar c’hirri hag ar marc’hoù-tan na vint ket arruet 20 munut da vihanañ a-raok al lestriñ.

5 Paeiñ ouzh ar gwichedoù

Ret eo d’an dreizherion kontrolliñ ar bilhedoù hag ar moneiz a vez rentet dezhe a-raok mont kuit. Ne c’hellint ket klemm àr-lerc’h, ma n’eo ket bet roet ar bilhed mat dezhe pa ma’z eus bet graet ur fazi gant ar moneiz.

Ret eo d’an dreizherion paeiñ dik, da lavaret eo paeiñ ar pezh a zleont rik, e doare ma n’he do ket Kompagnunezh ar Mor Bras da rentiñ moneiz (lezenn eus an 22 a viz Ebrel 1871, mell. L.112-5 kod ar moneiz hag an argant). Ret eo d’an dreizherion o deus gwir da gaout prizioù izel embann an dra-se a-raok preniñ ar bilhedoù ha diskouez an teul a ro ar gwir-se dezhe pa brenont o bilhedoù, pa lestront ha pa vezont kontrollet. Ur wech graet ar veaj ne c’hello bout graet cheñchamant ebet ha ne vo ket gellet adpaeiñ ar bilhedoù dezhe.

6 Eilad

Ne vo ket roet eiladoù eus ar bilhedoù, evit forzh peseurt abeg e vefe. Ma vezont kollet, laeret pe un dra bennak evel-se, e ranko an dreizherion preniñ bilhedoù arall.

7 Dale paeiñ evit ar glianted o deus ur gont

Ret eo paeiñ hor fakturennoù kerkent ha ma vezont resevet. Ma ne reer ket e vo lakaet kampi dale, dre zroed ha hep na vefe kaset ul lizher arall. Teir gwech feur kampi al lezenn eo ar c’hampi-se, ha gellout a ra bout goulennet dre zroed, hep kemenn kent. Jedet e vez an digoll-se diàr holl an argant PTB a chom da baeiñ, adal an deiz ma ranke ar priz bout paeet betek ma vo paeet penn-da-benn. Ret e vo d’an dreizherion paeiñ ivez un treziad digoll 8 euro evit ar mizoù dastum. Ha kement-se anez derc’hel kont eus an digoll a c’hellfe bout, hervez ar gwir boutin, abalamour d’ur gwall bennak arall diàr an dale-se end-eeun.

8 Kemmiñ – Nulliñ ar bilhedoù evit treizherion

8.1 Penaos e c’heller kemmiñ bilhedoù evit treizherion

Gellout a reer kemmiñ ar bilhedoù, gant ma chomo plasoù. Ret eo paeiñ ur sammad ouzhpenn evit pep treizh kemmet, hervez an divizoù-mañ :

Treizherion en o-unan ha n’int ket eus an inizi :
  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 1 € ouzhpenn dre dreizh kemmet.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù evit o c’hemmiñ.
  • Eus 12 eur da 48 eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 50 % eus priz ar bilhedoù evit o c’hemmiñ.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 48 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.
Treizherion eus an inizi, en o-unan :
  • Gellout a ra ar bilhedoù miret bout kemmet digoust, gant ma chomo plasoù, betek eur an disparti.
  • Ne vo ket adpaeet ar bilhedoù pa n’en em gav ket an dreizherion da goulz al lestriñ. Àr-lerc’h an disparti koulskoude e c’hellor o c’hemmiñ digoust, ur wech hepken, ouzh hor gwichedoù hepken, evit un disparti en tri miz da zonet.

8.2 Penaos e c’heller nulliñ bilhedoù evit treizherion

Evit nulliñ bilhedoù e ranker paeiñ ur sammad evit pep treizh nullet, hervez an divizoù-mañ :

Treizherion en o-unan ha n’int ket eus an inizi :
  • Betek an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 50 % eus priz ar bilhedoù.
  • En tu-hont da 12 eur àr-lerc’h an disparti ne vo ket adpaeet ar bilhedoù.
Treizherion eus an inizi, en o-unan :
  • Gellout a ra ar bilhedoù miret bout nullet digoust betek un eur a-raok an disparti.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout adpaeet. Koulskoude e c’hellor o c’hemmiñ digoust, ur wech hepken, ouzh hor gwichedoù hepken, evit un disparti en tri miz da zonet.

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù pe eus an nulladurioù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù. Ne vo ket adpaeet ar c’houmanantoù evit an dreizherion.

Mat eo gouiet e vez kontet ar mizoù nulliñ da vout kastizoù evit redioù ha n’int ket bet sevenet, setu ne vo ket lakaet an TGO da dalvout evite.

9 Kemmiñ – Nulliñ ar bilhedoù evit dougen kirri pe marc’hoù-tan

9.1 Penaos e c’heller kemmiñ bilhedoù evit kirri pe marc’hoù-tan

Gellout a reer kemmiñ ar bilhedoù, gant ma chomo plasoù. Ret eo paeiñ ur sammad ouzhpenn evit pep treizh kemmet, hervez an divizoù-mañ :

9.1.1 Marc’hoù-tan betek 125 cm3

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :
  • Pa gemmer bilhedoù miret e ranker paeiñ un treziad 0,50 € dre vilhed betek 48 eur àr-lerc’h an disparti.
  • Goude-se e vo miret priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.

9.1.2 Kirri, kirri-labour pe ramokoù ha n’int ket uheloc’h eget 2 m 10, ha marc’hoù-tan ouzhpenn 125 cm3

Kirri ha n’int ket eus an inizi :
  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 5 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 15 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Adal an disparti ha betek 24 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 24 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.
Kirri eus an inizi :
  • Betek un eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 5 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Eus 1 eur àr-lerc’h an disparti da 24 eur àr-lerc’h an disparti e vo ret paeiñ 10 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù ouzhpenn 24 eur àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.

9.1.3 Kirri, kirri-labour pe ramokoù uheloc’h eget 2 m 10, kirri-kampiñ ha karavanennoù

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :
  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 15 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a gemmer.
  • Evit monet abretoc’h er memes deiz e c’hello ar bilhedoù miret bout kemmet digoust.
  • Ne c’heller ket kemmiñ bilhedoù àr-lerc’h an disparti. Miret e vo priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.

9.2 Penaos e c’heller nulliñ bilhedoù evit kirri pe marc’hoù-tan

Evit nulliñ bilhedoù e ranker paeiñ ur sammad evit pep treizh nullet. Gellout a ra bout graet hervez an divizoù-mañ :

9.2.1 Marc’hoù-tan betek 125 cm3

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :
  • Betek 48 eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ un treziad 0,50 € dre vilhed miret a nuller.
  • Goude-se e vo miret priz klok ar bilhedoù gant ar gompagnunezh.

9.2.2. Kirri, kirri-labour pe ramokoù ha n’int ket uheloc’h eget 2 m 10, ha marc’hoù-tan ouzhpenn 125 cm3

Kirri ha n’int ket eus an inizi :
  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 10 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Adal D-4 betek an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Adal an disparti betek 12 eur àr e lerc’h e vo ret paeiñ 50 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout adpaeet nag eskemmet.
Kirri eus an inizi :
  • Betek 24 eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout adpaeet nag eskemmet.

9.2.3 Kirri, kirri-labour pe ramokoù uheloc’h eget 2 m 10, kirri-kampiñ ha karavanennoù

Pe e vefent eus an inizi pe ne vefent ket :
  • Betek 5 deiz klok a-raok an disparti e vo ret paeiñ 25 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Adal D-4 betek un eur a-raok an disparti e vo ret paeiñ 35 % eus priz ar bilhedoù a nuller.
  • Goude-se ne c’hello ket ar bilhedoù bout adpaeet nag eskemu échange ne sera possible.

 

Evit ma vo dalc’het kont eus ar c’hemmoù pe eus an nulladurioù e rankint bout enrollet e-pad an eurioù digeriñ, pe ouzh gwichedoù ar garioù-mor, pe dre bellgomz d’ar servij da virout plasoù. Ne vo ket adpaeet ar c’houmanantoù evit ar c’hirri pe ar marc’hoù-tan.

Mat eo gouiet e vez kontet ar mizoù nulliñ da vout kastizoù evit redioù ha n’int ket bet sevenet, setu ne vo ket lakaet an TGO da dalvout evite.

10 Ar surentez e bourzh ar bigi

Ret eo d’an dreizherion plegiñ d’an urzh a zo e bourzh ar bigi, dindan aotrouniezh kabiten al lestr. Setu ma rankont doujiñ d’an holl reolennoù lakaet gant Kompagnunezh ar Mor Bras hag ober diouzh ar c’hemennoù a roer dezhe pa lestront ha pa zilestront.

Kompagnunezh ar Mor Bras, dre hanterouriezh he implijidi, ar c’habiten peurgetket, a c’hell nac’h degemer e bourzh ur vag treizherion ha ne glot ket o emzalc’h gant surentez an dreizherion arall pe hini ar vag, peotramant a c’hellfe noazout d’an urzh foran. Ma vez kont evel-se ne vo ket adpaeet nag eskemmet o bilhedoù. Arabat eo d’an dreizherion direnkiñ an dreizherion arall nag implijidi Kompagnunezh ar Mor Bras gant kanoù, komzoù rust, nag implijout binvioù trouzus e bourzh ar bigi pe àr ar c’haloù-lestriñ.

Ne vo ket degemeret an dreizherion vezv e bourzh ar bigi. Difenn zo da eviñ alkool pe da gemer drammoù e bourzh al listri.

Gellout a ra Kompagnunezh ar Mor Bras nac’h lestriñ tud ha n’hellont ket en em zibab o-unan, hag a vefe en arvar panevet ambrougerion varrek evit ober àr o zro

11 Lestriñ ha dilestriñ

Bleinerion ar c’hirri pe ar marc’hoù-tan da vout lestret a zilez o frioriezh da lestriñ p’en em gavont àr-lerc’h an eur (da lavaret eo 45 munut a-raok an disparti evit ar c’hirri hag 20 munut evit an dreizherion*), hag a  ouestl chom hep sevel klemm ouzh an Treuzdouger abalamour d’an dra-se. Ret eo d’ar vleinerion lestriñ ha dislestriñ o c’hirri o-unan. Ma vez astalet al lestriñ pe an dilestriñ dre faot ur bleiner na vefe ket àr al lec’h e koulz, e vefe kiriek bleiner pe perc’henn ar c’harr d’an holl heuliadoù diàr an dale-se.

* 20 munut hepken evit ar c’hirri eus an inizi ha 10 munut hepken evit an dreizherion eus an inizi.

12 Bugale ambrouget pe en o-unan

Ar vugale dindan 14 vlez a veaj dindan evezh o zud pe un oadour bennak a zo e karg anezhe. Koulskoude, diàr goulenn o zud pe o c’hulatorion hervez al lezenn, e c’hell ar vinored eus 10 da 13 vlez achu beajiñ o-unan, gant ma vo bet sinet gant o zud pe o c’hulatorion hervez al lezenn ar furmskrid « Aotre-beajiñ evit ur minor ha n’eo ket ambrouget », a c’heller kaout ouzh hor gwichedoù, d’ar c’houlz ma vo miret pe prenet o dielloù treuzdougen (koumanantoù pe bilhedoù). Rak-se, ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù abalamour m’he do nac’het lestriñ ur bugel dindan 14 vlez hag a zo o veajiñ en e-unan. Ne vo ket degemeret bugale dindan 10 vlez ha n’int ket ambrouget e bourzh bigi Kompagnunezh ar Mor Bras, e mod ebet.

13 Loened doñv

E karg o ferc’henned e vez al loened pa veajont. Ret eo dezhe ober kement tra a zo ezhomm evit ma ne vo ket un darvoud bennak.

Ret eo d’an holl chas bout dalc’het en o roll. Ne c’hellont ket monet àr an azezennoù e mod ebet. Digoust eo ar beajoù evit al loened bihan-bihan pa vezont e-barzh ur baner pe etre divrec’h o ferc’henned. Ret eo d’ar chas eus ar 1añ hag eus an 2l rummad bout minellet ha dalc’het en o roll.

Ret eo d’ar c’hizhier ha d’al loened bihan beajiñ e-barzh paneroù jaojapl.

Kompagnunezh ar Mor Bras, dre hanterouriezh he implijidi, kabiten al lestr peurgetket, a c’hell nac’h degemer ul loen hag a c’hellfe lakaat an dreizherion en arvar e bourzh ur vag. Ne vo ket gellet adpaeiñ nag eskemm ar bilhed.

Pa vez degemeret ul loen e bourzh ur vag, e chom hennezh e karg an treizhour ma vez taget unan bennak pe ma vez graet forzh peseurt distruj gantañ.

14 Diheiadennoù

Kiriek e vo pep treizhour, penn-da-benn hag e-unan-penn, da gement diheiadenn a vo graet d’ar vag, d’ar staliadurioù pe d’an dud arall, gantañ e-unan pe gant tud pe loened en e garg. Ret e vo dezhañ digoll an holl zistruj en do graet, ha paeiñ an dic’haou a c’hellfe bout goulennet gant an Treuzdouger pe gant an dud en do graet gaou oute.

15 Gaou ouzh an dud hag ouzh ar madoù

Ne c’hello an Treuzdouger bout lakaet kiriek d’ar gaou graet ouzh an dreizherion pe ouzh o madoù, e-pad al lestriñ, an dilestriñ pe an dreizhadenn, nemet hervez an divizoù lakaet gant al lezennoù hag an dekredoù gall a ren an treuzdougen àr vor (lezenn niv. 66-420 eus an 18 a viz Mezheven 1966 hag an dekredoù evit he lakaat da dalvout).

16 Dougen marc’hadourezh dañjerus

Reolennoù strizh zo evit an dougen marc’hadourezh dañjerus e bourzh bigi gant treizherion, ha ret eo ober un disklêriadur da Gompagnunezh ar Mor Bras. Anv zo, e-mesk traoù arall, eus an dougen hidrokarbidennoù, gaz, pe danvez a c’hell flammiñ pe tarzhiñ. Kavout a reer ar renabl anezhe e Kod Mor ar Produioù Dañjerus (IMDG) embannet gant Aozadur Etrebroadel ar Mor (IMO), diferet el lezennoù broadel pe e reolennoù ispisial Kompagnunezh ar Mor Bras.

Kement treizhour en do lestret produioù dañjerus ha berzet hep gouzout da Gompagnunezh ar Mor Bras a c’hello bout kaset dirak al lez-varn, anez derc’hel kont eus an digolloù hag ar c’hastizoù arall lakaet gant lezennoù Frañs. En Divizoù Difer da zougen marc’hadourezh e c’heller kavout en o hed an divizoù-strishaat a denn d’an dougen produioù dañjerus.

17 Pakadennoù

Emañ ar pakadennoù e karg ar gaserion betek ma vint resevet gant implijidi Kompagnunezh ar Mor Bras, hag e karg ar reseverion adal ma vint resevet gante. Ne c’hello Kompagnunezh ar Mor Bras bout lakaet kiriek nemet d’ar gwalloù a c’hellfed prouiñ int bet graet d’ar pakadennoù e-pad an dreizhadenn, dre faot pe e gwallegezh Kompagnunezh ar Mor Bras pe he gwazerion. Ne c’hello ket Kompagnunezh ar Mor Bras bout lakaet kiriek d’ur gwall c’hoarvezet abalamour d’ur pakadur diank pe siek.

18 Pakadennoù ha ne c’houlenner ket

Ma ne vez ket goulennet er porzh arruout pakadennoù fiziet e Kompagnunezh ar Mor Bras, e c’hello honnezh stokiñ ar pakadennoù-se en un etrepaouez jaojapl betek ma vint goulennet. Diouzh an dro e c’hello ar mizoù stokiñ bout fakturennet gant Kompagnunezh ar Mor Bras. Honnezh a c’hello teurel kuit an traoù kollidik a c’hellfe bout er pakadennoù. Ne c’hello ket Kompagnunezh ar Mor Bras bout lakaet kiriek da goll ar pakadennoù stoket pe d’an diheiadennoù graet dezhe.

19 Pakoù

Pep treizhour a c’hell dougen e bakoù personel hep paeiñ netra ouzhpenn, gant ma ne vint ket ouzhpenn 30 kg dre zen. Ne c’hello ket kemer pakoù e lec’h un treizhour arall. Ma vez muioc’h a bakoù gantañ e vo lakaet da baeiñ ar priz a lakaer d’ar pakadennoù n’int ket ambrouget. Gant « pakoù » e verker kement tra a zouger, nemet al loened bev hag ar varc’hadourezh tuzum pe landrammus. Ret eo d’ar pakoù bout tikedennet gant anv ha chomlec’h o ferc’henned. Ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù a c’hellfe bout ma ne vez ket doujet d’ar reolenn-se gant an treizhour. Gwir he deus Kompagnunezh ar Mor Bras da nac’h ar pakoù n’int ket bet aozet mat, n’int ket tikedennet pe a zo anat arne int gwalleget. E karg an dreizherion emañ renkiñ ar pakoù e bourzh ar vag pe kemer ar pakoù o deus degaset. Ret eo dezhe ivez ober diouzh ma ne vo ket stanket gant o fakoù an hentoù sikour na tremen ar skipailhoù surentez.

E-pad an dreizhadenn e chom pakoù hag aferioù personel an dreizherion dindan o gward hag o evezh. Rak-se ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’al laeroñsioù, d’ar c’holloù, pe d’an diheiadennoù graet d’ar pakoù pe d’an aferioù personel. Hañval dra, ne vo ket kiriek Kompagnunezh ar Mor Bras d’ar c’holloù, d’ar gwalloù a bep seurt na d’ar mizoù a c’hellfe bout abalamour d’ar pakoù pe d’an aferioù personel lezet en he salioù pe e bourzh he bigi (estroc’h evit ar pakoù fiziet e Kompagnunezh ar Mor Bras ha n’int ket bet goulennet).

E-barzh ar pakoù ne zle ket bout danvez loskidik, tarzhus, krignus, armoù-tan, pe e vefent karget pe ne vefent ket, na kement tra a c’hellfe bout ur riskl evit an dreizherion, implijidi Kompagnunezh ar Mor Bras pe tud arall.

20 Sikour bigi arall

Gwir en deus ar c’habiten da ramokiñ ha da sikour listri arall e forzh peseurt degouezh, da cheñch roud, da saveteiñ pe da lestriñ tud eus bigi arall. Ne c’hello ket an dreizherion klemm abalamour da gement-se.

21 Lez-varn ha lezennoù lakaet da dalvout

Ma vez ur breud bennak a-zivout ar penndivizoù treuzdougen-mañ e vo kaset dirak Lez-varn galv Roazhon. N’eus nemet ar gwir gall a gement a c’hello bout lakaet da dalvout.