Houad

diouzh porzh Kiberen

Houad, un enezenn neuz ur baradoz àrni

Houad, un enezenn da welet

Gant Kompagnunezh ar Mor Bras, kompagnunezh-vor an inizi er-maez d'ar Mor-Bihan, kit trema Houad, un enezenn neuziet-kaer er-maez da Giberen ! Bemdez a-hed ar blez, gant ho familh, gant mignoned, daou-ha-daou pe hoc'h-unan, lestrit e bourzh hor bagoù evit monet da welet an enezenn besketaerion-se a zo neuz ur  baradoz àrni.

Dizoleiñ Houad 

Houad zo 14 km diouzh Kiberen ha dispartiet eo diouzh he c'hoar vihan Edig gant 8 km a vor glas. Emañ he zornaodoù greunit o sevel en he skrin dour boull. An enezenn zo 4 km hed àr 1 km led hepken ha gellout a reer he gweladenniñ àr varc'h-houarn pe àr droad àr ar vinotenn a-hed an aod. Ur gwir lec'h a beoc'h eo Houad : eno n'eus karr ebet !

Donemat e Porzh Sant Geltaz !

Goude an dreizhadenn adal Kiberen, donemat e Porzh Sant Geltaz ! Degemeret e viot eno gant un tregont bennak a vagoù-pesketa flamm o livioù ha gant ur vostad kavelloù berniet er sav a gas da vourc'h hoalus Houad. Ar pesketaerezh artizanel eo obererezh pennañ an enezenn en deiz hiziv c'hoazh. Keit ha m'emaoc'h en enezenn e c'helloc'h tañva ar boued-mor ken brudet : ligistri, kranked, kevnid-mor...

Houad, un enezenn kaer-iskis

Pep tra zo gwirion ha kaer-iskis amañ : ar vourc'h, ur gêriadenn vreizhek ag an arvor, gant he zier gwenn o stalafioù glas, he iliz a greiz an XVIIIvet kantved hag he roz-malv kaer-tre e-pad an hañv. Ouzhpenn 250 den zo é veviñ en Houad a-hed ar blez. Ma tremenit dirak an ti-kêr e c'hellit monet da draezh an Talar. Eno eo brav ken-ha-ken ar gwel.

 Aodoù ar su hag ar gornôg

Goude an tachadoù traezh-se ec'h eus un aod ouez troc'h-didroc'h, sershoc'h, dreist-holl er c'hreisteiz hag er gornôg, hag a vez argadet dizehan gant ar mor. Oufoùigoù bihan evel Porzh Plouz pe Porzh Skudell zo tamolodet  e plegoù ar reier a sav betek ugent metr a-us ar mor. Er gornôg, e Traezh ar Venniged ec'h eus ur gwel hep e bar àr reier Seniz ha Gurig.

Houad ar vourc'h ur gêriadenn vreizhek da welet

Beg an norzh

A Veg ar Vilen, en norzh, ec'h eus ur gwel kaer-tre àr Bae Kiberen hag àr aod norzh an enezenn. Distro da Borzh Sant Geltaz.

Houad, un enezenn sioul ha seder

Ouzhpenn kaerder dibar ar gweledvaoù ec'h eo ar sioulder a zo é ren àr an enezenn a sko àr spered ar weladennerion a za ag an douar-bras, rak amañ n'eus karr ebet ! Sebezet e vezer, evit gwir, ha krediñ a reer bout en ur bed arall. Ha neuze, mar karit, kendalc'hit gant ho troiad ha gweladennit Edig, c'hoar vihan Houad, un enezenn ken hoalus hag hi.

Houad, gant he zornaodoù greunit, he aodoù traezh munut, he zier pesketaerion hag he forzh-mor ken kaer, zo ul lec'h emañ tolpet kreisteiz Breizh ennañ ! N'oc'h ket prest da zisoñjal an amzer hoc'h eus tremenet àr an enezenn diles ha gwarezet-se, ul lec'h neuziet-kaer ha hoalus.

 

 

Un nebeud alioù :

- Gellout a ra an heol poazhiñ gwezh-a-vez ha ral a lec'hioù disheoliet en enezenn. Pouezus eo eta en em wareziñ diouzh an heol gant un tog, ur re lunedoù-heol ha dienn heol. Gallout a reer kavout ul lec'h en disheol er flondrenn, gant taolioù evit debriñ lein e ti Vari C'hlazioù. - Gwiskit botoù mat en ho treid, rak hep karr e ranker bale. N'eus ket ezhomm, koulskoude, da lakaat botoù-bale ;  Re vras int ha gante e c'heller lakaat ar plant hag an tevennoù en arvar. Soñjit en dra-se eta !

Da welet : Mirdi an Diglordi

Ma'z it da welet ar mirdi-se e c'hellot anaout gwelloc'h istor an enezenn hag he annezidi. Eno e c'hellot ober anaoudegezh gant bed mikroskopek liesseurt ar mor ha gant ar mikrobezhinerezh. (Digor e vez an Diglordi a zibenn miz Ebrel betek dibenn Gwengolo. Titouroù er 02 97 52 38 38 pe e eclosarium.houat@yrnet.com)

Daoust ha gouzout a raec'h ?  Klevet ha lennet e vez, amañ pe ahont, e teufe anvioù an div enezenn diwar anv al labous, an houad, ha neuze e talvezfe « Edig » kement ha « houadig »... E gwirionez e teu an anvioù Houad hag Edig diwar daou anv rakkeltiek, Siata hag Atica, n’anavezer ket o ster…

Prizioù

 

Oaderion adal 14,00 € evit mont hepken

Bugale adal 7,00 € evit mont hepken

ha sellit ouzh hon holl formulennoù koumanantiñ

 

 

 

 

En savoir plus

Carte des traversées

Eurioù

2 mont-dont bemdez e-maez ar mare touristel.

Betek 5 mont-dont bemdez e-pad ar mare touristel.

Mont & parkiñ

Evit mont da Houad hag Edig e vez lestret e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen, 20 munut a-raok ma vez ar vag da loc’hiñ.

Mar fell deoc’h beajiñ didrubuilh, klaskit en em gavout e Kiberen 1 eur d’an nebeutañ a-raok ma loc’ho ar vag a vo kemeret ganeoc’h.

En savoir plus

Liens utiles

Pour en savoir plus sur l'île de Houat,

  Mairie de Houat   Région Bretagne  Morbihan tourisme

A bientôt à bord de nos bateaux !

Autres destinations