Mont betek Kiberen, parkiñ ha lestriñ eno

Pa erruit e Kiberen, kit d’ar gar-vor da-heul ar panelloù « Embarcadère Belle-Ile-en-Mer » / « Port Maria ». Taolit pled : d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn emañ deiz ar marc’had e Kiberen. Dirak ar gar ec'h eus ur parklec’h lestriñ ha n’eo graet nemet evit ar c’hirri a zeu evit mont e bourzh kentizh goude (45 munut a-raok loc’hañ). Ma vezit en a-raok evit lestriñ gant ho karr n’oc’h ket evit parkiñ eno da c’hortoz. Gellout a rit memes tra avat mont d’hor gwichedoù : diouzh ma vez e c’heller kinnig deoc’h loc’hiñ abretoc’h kuit a frejoù ouzhpenn. Ma vez ret deoc’h parkiñ e Kiberen a-raok loc’hiñ, sellit izeloc’h pelec’h e c’heller en ober e Kiberen.

Mont da Giberen gant an tren

 - Ar gar SNCF tostañ hag a ya trenioù betek enni a-hed ar bloaz eo an Alre (3e30 gant an TTB pa loc’her a Baris-Montparnasse). Lakait delc’her ho pilhedoù e-barzh www.voyages-sncf.com

- Goude-se ec'h eus ur servij kirri-boutin da vont betek gar Kiberen (evit gouzout hiroc’h ha lakaat delc’her bilhedoù, mont e-barzh www.voyages-sncf.com. E miz Gouere hag e miz Eost ne ya ket ar busoù pelloc’h eget Plouharnel, a zo a-raok en em gavout er C’hourenez. Etre Plouharnel ha Kiberen ec'h eer gant an tren a vez graet « Tire-bouchon » anezhañ.

- Etre fin miz Mezheven ha fin miz Eost hag e-pad dibennoù-sizhun zo e miz Mezheven hag e miz Gwengolo, e vez ur vulzun dren, an « Tire-bouchon », da vont-dont etre an Alre ha Kiberen.

 

Mont da Giberen gant ar c’harr-boutin

Gellout a reer mont ivez da Giberen gant ul linenn ingal ag ar rouedad TIM, Treuzdougen Diabarzh ar Mor-Bihan gant kirri-boutin, al linenn Niv. 1 An Alre-Karnag-Kiberen. Pellgargit amañ eurioù al linenn ingal : Eurioù busoù al Linenn 1 etre ar 17 a viz Kerzu 2016 hag an 30 a viz Mezheven 2017.

 

Mont da Giberen gant ar c’harr-nij

 - An aerborzh tostañ eo Aerborzh an Oriant Kreisteiz Breizh, a zo 74 km a Giberen Pgz. +33 (0)2 97 87 21 50 - www.lorient.aeroport.fr

- Aerborzh Naoned zo 159 km ac’hano Pgz +33 (0)2 40 84 80 00 - www.nantes.aeroport.fr

- Bout ec'h eus un nijva e Kiberen ivez : Nijva Kiberen Pgz +33 (0)2 97 29 55 80 - ville-quiberon.fr

Etre miz Here ha miz Meurzh e c’hellit lezel ho karr àr unan ag ar parklec’hioù digoust e kêr. Gellout a reer parkiñ e-pad pell, daoust da se avat ec'h eus reolennoù.

- Gellout a reer lezel ur c’harr e parklec’h ar Rezistañs hag e parklec’h an Harz-tren, a zo e-kichen ar gar S.N.C.F, e-pad 7 devezh d’ar muiañ. Ezhomm a vez 15 munut evit mont ac’hano d’ar gar-vor.

- Evit parklec’hioù ar Varkez hag ar Porzh-pesketa, n’heller ket mont en tu all da 3 devezh 29/03/2017.

 

Evel e-pad ar mare touristel n’heller ket parkiñ re bell (etre 20 munut ha 4 eur well-wazh) ha reolennet strizh eo an traoù e kreiz-kêr (ret lakaat ar bladenn àr wel).

 

Pellgargit tres al lec’hioù ma c’heller parkiñ etre miz Here ha hanter miz Meurzh.

Ha lennit ar reolennoù evit parkiñ e Kiberen.

- Ar parklec’h Semafor - 1 100 plas - àr an tu kleiz pa’c'h eer tre e Kiberen, e bali ar Jeneral de Gaulle :

  • Etre miz Ebrel ha miz Gwengolo eo ret paeiñ hag eveshaet e vez ar parklec’h 24e/24. Busoù digoust ho kas betek gar-vor Porzh Maria hag ho kas d’ar parlec’h en-dro. Ur bus a vez àr-dro bep 10 pe 20 mn ; digoust eo pa ziskouezer tiked ar parklec’h. Paeiñ a rit ar parklec’h pa adtapit ho karr. Ne c’heller ket lakaat derc’hel plasoù en a-raok er parklec’h.
  • Etre miz Here ha miz Meurzh e c’heller parkiñ frank, digoust ha ken pell ha ma karer, met ne vez ket evezhiet al lec’h ha n’eus ket busoù da vont ac’hano d’ar gar-vor.
  • Evit gouzout hiroc’h àr an eurioù hag ar prizioù : 02 97 30 59 45.

 

- Parklec’h Kerne - 300 plas – hent Kerniskob

  • Digor e vez ar parklec’h-se, 300 plas ennañ, a viz Ebrel da viz Gwengolo. Furoc’h eo lakaat derc’hel e blas en a-raok. Busoù digoust zo da vont ac’hano d’ar c’hae-lestrañ.
  • Evit gouzout hiroc’h àr an eurioù hag ar prizioù : 06 86 62 69 18 pe e-barzh al lec’hienn www.parkingdekerne.com

 

- Parklec’h Sizorn - 80 plas – 36 straed Porzh Maria

  • Digor e vez ar parklec’h-se a viz Ebrel da viz Gwengolo hag e-pad vakañsoù an Hollsent ha re Nedeleg. 200 m zo ac’hano d’ar gar-vor. Furoc’h eo lakaat derc’hel e blas en a-raok.
  • Evit gouzout hiroc’h àr an eurioù hag ar prizioù : 02 97 50 06 71.

 

- Kinniget e vez plasoù ivez gant ul leti, en ur parklec’h evezhiet : Parklec’h "Leti ar Mor" - 70 plas – 8, kae Houad

  • Digor e vez e-pad ar bloaz ha ne vez ket lakaet derc’hel e blas en a-raok. Pa vez serret al leti adal an 11 a viz Du betek fin miz Meurzh e ranker gervel a-raok evit lakaat digeriñ ar parklec’h.
  • Evit gouzout hiroc’h ha goulenn emgav : 02 97 50 09 05.

 

Ur parklec’h all : Parklec’h ar Meurvor, a zo 250 m ag ar c’hae-lestriñ, a gaver ennañ 125 plas bevennet. Evit gouzout hiroc’h ha lakaat derc’hel ur plas, kit e-barzh al lec’hienn www.quiberon-parking.com

 

Dav eo deoc’h gouzout ivez, evit kreiz-kêr, ne vezer ket peurvuiañ evit parkiñ e-pad pell (etre 20 munut ha 4 eur well-wazh) ha reolennet strizh eo (ret lakaat ar bladenn àr wel).

 

Pellgargit tres al lec’hioù ma c’heller parkiñ etre hanter miz Meurzh ha fin miz Gwengolo.

Ha lennit ar reolennoù evit parkiñ e Kiberen.

Ma fell deoc’h mont didrubuilh e bourzh ar vag en ho aliomp d’en em gavout e Kiberen 1 eur a-raok an eur ma loc’ho, betek-gouzout ne vefe ket aes mont pe parkiñ pa vez stank an dud eno e mareoù zo ag ar bloaz. Kentizh hag erru er gar-vor, ma vezit en a-raok, kit da c’houlenn er gwichedoù : ma chom plas e c’heller kinnig deoc’h loc’hiñ abretoc’h kuit a frejoù ouzhpenn.

Evit mont d’ar Gerveur, da Houad ha da Edig e vez lestret e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen.

Mont a ra ar c’hirri e bourzh 45 munut a-raok m’eo sañset ar vag da loc’hiñ hag 20 munut evit an dud. Ma fell deoc’h beajiñ didrubuilh, klaskit en em gavout e Kiberen 1 eur d’an nebeutañ a-raok ma loc’ho ar vag a vo kemeret ganeoc’h.

Dav deoc’h gouzout ne c’hello Kompagnunezh ar Meurvor, e mod ebet, bout tamallet ma vez dale gant ur beajour bennak o tont e bourzh abalamour ma vefe bet diaes dezhañ dont betek ar porzh pe parkiñ.

Setu amañ daveennoù GPS gar-vor Kiberen (Porzh Maria) : 47.477493 / -3.123542

- Pa loc’her a Bariz (war-dro 500 km) : kemer ar gourhent A10/E50 hag an A11/E50 goude-se, mont betek Roazhon ha kemer an HB 24 war-zu Gwened / an Oriant ha goude-se an HB 166, mont er-maez trema Kiberen dre an D768 - Pa loc’her a Roazhon (war-dro 150 km) : kemer an HB 24 ha goude-se an HB 166, mont er-maez trema Kiberen dre an D768  - Pa loc’her a Naoned (war-dro 150 km) : kemer an HB 165 ha mont er-maez trema Kiberen dre an D768

Stationner à Quiberon