Titre essentiel
BEAJIÑ A-STROLL
Inizi Kreisteiz Breizh, douaroù kaer-estlamm da ergerzhet !
A-hed ar blez e vez laouen hor c’homandanted hag o skipailhoù ouzh ho tegemer e bourzh hor bigi trema inizi ar Mor-Bihan. Deuit da welet pe da adwelet inizi ar c’heinvor : ar Gerveur, Groe, Houad hag Edig. Lestrit e Kiberen pe en Oriant e bourzh unan ag hol lestroù, herrvagoù pe lestroù-treizh, evit un aes a vordreizhadenn etre 30 ha 70 munut.
Kentizh ha lakaet ho treid àr unan ag an douaroù kaer-estlamm-se e viot bamet gant gweledvaoù brav-eston, loened ha plant puilh hag e c’hellot gwelet pegen degemerus eo an enezidi hag a ranno ganeoc’h sekredoù o istor. Aveliñ ho penn a reot ouzh lusk ar Mor Bras.
Ur gouviadenn da veajiñ, ho porzhioù lestriñ
Kiberen hag an Aod Bras, ul ledenez splujet er Mor Bras, gourenez brudetañ Kreisteiz Breizh, ma vez an tonnoù é stourm diehan ouzh ar reier. Grit un arsav àr an Aod Bras da analiñ an aer karget a fru a-raok skeiñ trema Porzh Maria. Gwezhall e oa ar porzh sardineta kentañ ha bremañ emañ sez ur c’hovu-pesked a bouez. Àr e gaeoù emañ ar gar-vor ma vo ho lestr ha skipailh Kompagnunezh ar Mor Bras ouzh ho kortoz evit lestriñ trema ho hunvreoù er Gerveur, Houad hag Edig.
Daveennoù GPS : +47° 28’ 42.0918’’ / -3° 7’ 32.4078’’ - Straed Porzh Maria, Kiberen.
An Oriant, frond an avantur. Savet gant Colbert er XVIIvet kantved ha liammet da viken gant oadvezh aour Kompagnunezh an Indez, an Oriant zo stad enni gant amzer-dremenet he c’henwerzh dre vor. Bev eo an hêrezh-se bepred e “kêr ar pemp porzh”, ha pa vefe bet kemeret lec’h ar spisoù a bell vro gant an edeier abaoe pell zo. Er porzh beajourion e viot degemeret evit mont trema Enez-Groe, éc’h ober ged a-viskoazh, eoriet er c’heinvor, paravis d’ar vorlenn.
Daveennoù GPS : +47° 53’ 7.0542’’ / -2° 54’ 0.6696’’ - Straed Gilles Gahinet, An Oriant.

1 Mare dibrez Adal miz Here betek dibenn miz Meurzh, bemdez. Adal miz Ebrel betek dibenn miz Gwengolo, ag al Lun d’ar Yaou.
2 Mare prez Adal miz Ebrel betek dibenn miz Gwengolo, ag ar Gwener d’ar Sul + deizioù-gouel.