Belle-Ile Box

Belle-Île-en-Mer

Un dibenn-sizhun e Kreisteiz Breizh ? Choazit ar Gerveur

Emaoc’h é klask ul lec’h da chom e Kreisteiz Breizh er Gerveur ? Deuet mat oc’h ! Gallout a rit goulenn gant servij kenwerzhel Ti an Douristed er Gerveur mirout ho lojadenn pe un dibenn-sizhun e Breizh. Ober a raimp àr-dro aoziñ ho treizhadennoù, ho monedoneoù àr an enezenn hag ec’h aliimp ur bod deoc’h en ul leti, en ur gambr-ostiz, àr un dachenn-gampiñ, en un ti pe ur ranndi feurmet. Aozit ho tibenn-sizhun e Kreisteiz Breizh evel a garit pe choazit e-mesk hon dibennoù-sizhun tematek er Gerveur, hervez ho c’hoant.

 

Petra ober e-pad ho tibenn-sizhun e Kreisteiz Breizh er Gerveur ?

Ur chomadenn e Kreisteiz Breizh er Gerveur a vo un digarez ag ar c’hentañ deoc’h ha d’ho familh d’ober un achap, e-pad un dibenn-sizhun da skouer, ha da adkavout nerzh. Ha pa vefe berr ho vakañsoù er Gerveur, moarvat ne vint ket ankouaet ganeoc’h. Gallout a reot kemer ur banne avel vor da skouer gant un dreizhadenn mont-dont Kiberen-Porzh-Lae, m’hoc’h eus un dibenn-sizhun 3 devezh, hag e c’hellot feurmiñ beloioù pe ur c’harr evit mont ha dont ur wezh degouezhet àr an enezenn evit ho vakañsoù er Gerveur. Gellout a reot gweladenniñ gwikadell Vauban ivez, ul lec’h meur istorel, un testeni ag ur mare ma oa ar Gerveur ul lec’h a bouez a-fet strategiezh, abalamour dreist-holl d’he labour-douar ha d’he fourvezioù dour dous ken prizius evit ar morlu brezel.

Er XVIIvet kantved e oa bet adsavet ar c’hreñvlec’h gant an arkitektour Vauban, àr urzh ar roue Loeiz XIV.

E-pad ho tibenn-sizhun er Gerveur Kreisteiz Breizh e c’hellot chom evit un dro-vale ivez, kement hag aveliñ ho penn hag ober un digros d’ho tivhar àr un dro. Rak minotennoù zo àr an aod a-hed tost 90 km evit ober tro ar Gerveur àr droad. Gellout a reot gwelet ar bonnoù greunit a verk da belec’h e kas ar minotennoù. Traezhennoù hag oufoù a vo e penn an hent !

 

Toutes les informations, www.belle-ile.com/organiser/week-ends-et-sejours