Ar Gerveur

diouzh porzh Kiberen

AR GERVEUR, un enezenn da welet

Ar Gerveur, un enezenn da welet

Trawalc'h eo distagiñ hec'h anv evit bout kaset e-kreiz ar mor... Gant Kompagnunezh ar Mor Bras, kompagnunezh-vor an inizi dirak ar Mor-Bihan,  kit trema ar Gerveur, ken brudet ! Bemdez a-hed ar blez, evit ho chomadennoù vakañsoù, e-pad an dibennoù-sizhun pe diouzh an deiz,   lestrit e bourzh hor bagoù evit monet da welet an enezenn dibar-se !

Dizoleiñ ar Gerveur

Ar Gerveur,  15 km er-maez da Giberen, 20 km hed àr 9 km led, eo enezenn vrasañ Breizh. Ouzhpenn  5 300 den zo é chom enni a-hed ar blez. Un enezenn vojennel hag a zo hoalus bepred hag a vez meulet evit he c'haerder gant arzourion a-leizh ha remziadoù tud entanet. Ur bravig eo da welet  a-hed ar blez.

Erruout e Porzh-Lae

Àr-lerc'h 45 mn treizh e bourzh hor bagoù e vezit degemeret gant gwikadell Vauban, ur pezh savadur anezhi, a-us Porzh-Lae, kêr-benn an enezenn. Magoerioù kreñv ar Monumant Istorel-se a ro bod d'ur Mirdi Arz hag Istor a c'heller gweladenniñ a-hed ar blez pe dost. Gant an dastumadoù a zo ennañ e c'heller adveviñ eurioù bras ar Gerveur, istor ar voraerion veur ha buhez pemdeziek tud ar Gerveur gwezharall. Testoù int ivez a rummadoù arzourion hag a oa bet awenet, àr-lerc'h Claude Monet pe Sarah Bernhardt, gant gweledvaoù gouez an enezenn. Diàr ar beg roc'hellek, àr savenn ar Wikadell, e c'hellit saouriñ ar gwel meur souezhus-eston àr  Porzh-Lae en e bezh. Goude bout graet anaoudegezh gant kreiz bev-buhezek Porzh-Lae (ur marc'had a vez dalc'het àr blasenn ar Republik bep mintin a-hed ar blez ), e c'hellit ergerzhet àr droad, àr varc'h-houarn pe gant ar c'harr, an enezenn, àr-dro 85 km2 he gorread.

Terrasse de café à Bangor.

Ar Gerveur, un douar liesdoare

Gant àr-dro kant kilometr a wenodennoù-bale hag ouzhpenn daou-ugent kilometr a hentoù balizennet a-ratozh evit an divrodegoù ha pell diouzh hentoù ar c'hirri ec'h eo ar Gerveur ur gwir varadoz evit an dud a gar an natur. Pe e vefec'h gant ho familh, en ur strollad pe hoc'h-unan e c'hallot ober anaoudegezh, àr ho koar, gant lec'hiennoù kaer-dibar an enezenn hag ivez gant ar c'hornioù-tro ar muiañ distro, prest atav d'ho souezhiñ.  Er Gerveur, un douar liesdoare hag a dap betek 71 m uhlder en e uhelañ, e kaver gweledvaoù liesseurt : porzhioù naturel hag aberioù don, oufoù stanket ma'c'h eus dour glas-pers, tornaodoù troc'h-didroc'h enne groc'hioù...

Aod an norzh ha porzh Saozon

Emañ an aod troet trema an norzh a-dal d'an douar-bras. An hini gwasketañ eo eta, an hini a zo etre daou borzh pennañ an enezenn : Porzh-Lae ha Saozon, ur porzh dudius hag a rank bezañ gwelet gant an holl dud a zo o weladenniñ ar Gerveur. E bourc'h Saozon, lec'hiet àr lez un aber ouzhpenn ur c'hilometr a zonder, ec'h eus ur porzh naturel gwaskedet diouzh an avelioù pennañ. Ul lec'h eoriiñ eo hag a blij  d'ar vageerion. Un nebeud pesketaerion a vez bepred o pesketa gant rouedoù pe gant kevell ha pourchas a reont evel-se pesked pe kresteneged da bretioù gwellañ an enezenn. Gant he lec'hioù kaer hag he zier hoalus livet o zalbennoù gant livioù pastel ez eo an enezenn un danvez prizet  gant al livourion hag al luc'hskeudennerion. Kendalc'hit gant ho hent a-hed ar porzh  betek Beg Saozon.

Le phare

Aod ar c'hreisteiz ha Nadoezioù Porzh Koton

Gouesoc'h eo aod ar c'hreisteiz, durc'haet da avelioù an donvor.  A Veg ar Polen, e kornôg pellañ an enezenn, da veg ar Skeul er reter, eo bet kizellet ar reier gant ar mor hag an avel d'ober ur bern pikernioù ha groc'hioù. Rak àr ur bladenn skiltek kizidik-kenañ ouzh ar c'hrignerezh emañ ar Gerveur Beg ar Polen, ul lec'h gwarezet gant Mirva an Arvor, zo unan a lec'hioù anavezetañ an enezenn. Alese ec'h eus ur gwel meur àr ar mor. Gellout a reer monet di pa vez izel ar mor ha tizhout an tour-tan a oa bet savet eno e 1868. Pa vez sklaer an amzer e c'heller gwelet bae Kiberen en e bezh hag an donvor. An ti a zo bet d'an drajedianez Sarah Bernhardt, a gare ken-ha-ken al lec'h-se, zo ur mirdi a vez gweladennet a viz Ebrel da viz Gwengolo. Pelloc'h, er c'hreisteiz, emañ Groc'h an Apotikerezh, ul lec'h brudet arall ag ar Gerveur.Ul lec'h brav-kaer eo pa vez barradoù avel d'ar gedez, pa vez ar gwagennoù é sevel dreist an tornaod ha pa vez ar fru el liv da  wareg-ar-glav. Nadoezioù Porzh Koton, a voe livet meur a wech gant al livour Claude Monet, hag ivez Karreg al Leon, Porzh Goulfar ha Porzh Domoe pe c'hoazh Beg ar C'hastell, a ziskouez un aod troc'h-didroc'h ha meurdezus. Ag ar vinotenn a-hed an aod ouez ec'h eo sebezus gwelet an arvest ! Al lanneier, a-us an tornaodoù, zo gwir lec'hioù repuiñ evit kalz a spesadoù laboused.

An traezhennoù, ag ar Sableg Vras da Borzh Donnant

Neb a lavar « enezenn » a lavar « traezhenn » evel-just hag ar Gerveur n’emañ ket war-lerc’h ar re all : en enezenn ec'h eus meur a draezhenn e-touez ar re gaerañ a zo e kreisteiz Breizh. Gant àr-dro tri-ugent traezhenn en holl, n'eus ket mank anezhe evit mont da gouronkiñ ! Etre an aodoù bras a draezh munut, mat evit diskuizhañ sioul evel ar Sableg Vras (Lokmaria) hag an traezhennoù bihanoc'h e-harz tornaodoù evel hini Porzh Puñs (Saozon) pe Porzh ar Vazenn (Bangor) e vo ret deoc'h dibab. Dav eo notenniñ : div draezhenn a vez evezhiet e miz Gouere hag e miz Eost e kumun Bangor : Porzh Donnant, ma ne c'hoarvez ket alies d'ar mor bout sioul met meurdezus eo ar gwel eno ha traezhenn Porzh Herlin, en em astenn e goueled un aber gwaskedet diouzh an avelioù gant an tornaod. An aodoù liesseurt zo tachennoù c'hoari dispar evit an holl obererezhioù merdeiñ hag ar sportoù dour : seurf, splujerezh, bageerezh-dre-lien, kaiak-mor, stand up paddle...

 

Ar Gerveur, al lanneier hag ar c'hêriadennoù 

Er Gerveur ec'h eus ivez àr-dro kant kêriadenn kaer gant tier kozh a-strew er peder c'humun : Bangor, Porzh-Lae, Lokmaria ha Saozon evel pikoù gwenn e-kreiz al lanneier. Tri zour-tan zo o vont en-dro c'hoazh : - hini ar Polen, a c'hell teuler gouloù a-vannoù betek 23 milmor (37 km) - hini  Kerdoniz, un ti-tan skouer e reter pellañ an enezenn - ha Tour-tan Bras Goulfar (Kervilaouen). Hennezh, a dap 52 m a-us an douar (92 m a-us ar mor), a c'heller gweladenniñ. Pa vez brav an amzer ec'h eus ur gwel dibar àr an enezenn a-bezh. 

Ar Gerveur edan ar seizh amzer…

Meurvorel eo an hin er Gerveur ha kalz a zevezhioù heol a vez eno. Ral a wezh e vez reveier ha ne ra ket glav eno ken alies hag àr an douar-bras. Gant ar goañvezhioù klouar (keidenn ar gwrezverkoù izek : 9°C) e c'hell ar plant a-orin ag ar Mor Kreizdouar strujiñ zoken. Ha gant an avel a vez alies é c'hwezhiñ eno ne vez ket touforek an amzer e-pad an hañv .

Ar Gerveur zo un douar bresk ha gouez ma ranker doujañ al loened hag ar plant. Daoust da se emañ un douar degemerus. Un enezenn digor àr ar bed eo hag en em vag diàr eskemmoù stank hag ingal gant an douar-bras. Stad zo e Kompagnunezh ar Mor Bras é vout al liamm etreze bemdez a-hed ar blez.

Prizioù

Oaderion adal 14,00 € evit mont hepken.

Bugale adal 7,00 € evit mont hepken.

ha sellit ouzh hon holl formulennoù koumanantiñ.

 

 

 

Carte des traversées

Erioù

5 mont-dont bemdez e-maez ar mare touristel.

Betek 12 mont-dont bemdez e-pad ar mare touristel.

Mont & parkiñ

 

Evit mon d'ar Gerveur e vez lestret e gar-vor Porzh Maria, e Kiberen, 20 munut a-raok ma vez ar vag da loc'hi.

Mar fell deoc'h beajiñ didrubuilh, klaskit en em gavout e Kiberen 1 eur d'an nebeutañ a-raok ma loc'ho ar vag a vo kemeret ganeoc'h.

En savoir plus

Liammoù talvoudous

Evit goût hiroc'h diàr-benn ar Gerveur,   

Morbihan Tourisme Accéder au site de l'office de tourisme de Belle Ile en Mer    Region Bretagne    

        

Pour préparer au mieux votre journée ou votre séjour,

Bangor          Locmaria           Le Palais            Sauzon

Ken ar c'hentañ e bourzh hor bagoù !                           

 

Other destinations