Foar ar goualennoù

Goulennoù / respontoù


Kavit amañ ar respontoù d'ho koulennoù evit : 

  • Preniñ ur bilhed treizhad ha/pe karr

  • Kemmiñ pe nulliñ ur bilhed

  • An divizoù lestriñ ha treizhiñ 

  • Ar c'houmanantoù

  • Ma c'hont pratik e Kompagnunezh ar Mor Bras ha ma c'hont internet

  • Darempred

Preniñ ur billhed treizhad ha/pe karr

  • Dre lec'hienn internet hag arload hezoug Kompagnunezh ar Mor Bras Pe e vefec'h ur pratik kustum pe e vefec'h é veajiñ gwezh-a-vez hepken, e c'hellit mirout ho treizhadenn, àr-droad pe gant ur c'harr, dre hol lec'hienn pe dre hon arload hezoug. Klikit àr ar bouton « mirout » a zo àr bep pajenn.
  • Dre bellgomz Deuit e darempred gant hor c'hreizenn titouroù ha mirout er  0820 056 156 (0,12 € PTB/mn + priz ur galv).
  • Er garioù-mor Grit gant ar bonnoù gwerzh teulioù emgefre pe goulennit gant an dud a-dreñv ar gwichedoù e garioù-mor Kiberen, an Oriant, ar Gerveur, Enez-Groe hag inizi Houad hag Edig.
  • En Ofisoù touristerezh Meur a Ofis touristerezh eus Breizh a werzh bilhedoù Kompagnunezh ar Mor Bras :
Ambon
Auray
Carnac
Clohars-Carnoët
Concarneau
Damgan
Erdeven
Fouesnant
Guidel
Guilvinec 
Saint-Pierre-Quiberon
Hennebont
Larmor Plage
Lomener
Lorient
Nevez    
Plouharnel
Pontivy
Pont-Scorff
Port Louis
Quiberon
Quimperlé
Riec sur Belon
Trégunc
La Trinité-Sur-Mer
Vannes
Ploemeur
Quiberon
PLuvigner
Sainte-Anne-d'Auray
Locmariaquer

 

Diwallit : bilhedoù war-droad hepken a vez gwerzhet en Ofisoù.

  • Gant ma chomo plas e c'hellit preniñ ho pilhed er gar-vor betek 20 min a-raok eur disparti ar vag evit an treizhadennoù àr-droad ha betek 45 min evit an treizhadennoù gant ur c'harr.
  • Koulskoude e aliomp groñs deoc'h mirout ho pilhed ur pennad amzer a-raok evit an treizhadennoù e-pad an dibennoù-sizhun, an deizioù-gouel hag ar vakañsoù-skol.
  • Erbediñ a reomp deoc'h mirout ho pilhed an abretañ ar gwellañ, dreist-holl ma rit an dreizhadenn gant ho karr, pa'c'h eus nebeut-tre a blasoù.
  • Gellout a rit gwelet ar plasoù dieub e-bourzh ha preniñ ho pilhed enlinenn dre al lec'hienn internet pe an arload hezoug betek an deiz kent an disparti. Paeañ a rit enlinenn gant ur gartenn-vank en un doare suraet.
  • Tra ma virit ho teulioù treuzdougen e rankit o faeiñ. Ma paeit un teul treuzdougen e vo miret ho plas e-bourzh ul lestr.
  • Diouzhtu e c'hellit mirout ha paeiñ ur bilhed dre lec'hienn internet hag arload hezoug Kompagnunezh ar Mor Bras, dre bellgomz er  0820 056 156 (0,12 €/mn + priz ar galv), er gwichedoù pe dre ar bonnoù er garioù-mor.
  • Ma paeit dre lizher (gant chekennoù-bank pe Chekennoù-vakañsoù) e c'hellit rakvirout ho treizhadenn dre bellgomz. Met ne vo miret ar plasoù da vat nemet p'hor bo resevet hollad paeamant an urzhiad ha nemet ma chom plas d'an deiz ma resevimp ar paeamant. Ma ne resevomp ket ar paeamant a-benn 21 devezh e vo nullet an urzhiad hag adlakaet ar plas e gwerzh. 

Diàr vremañ, evit bihanaat stok ar beveziñ paper hag aesaat implij ar servij, e kinnig Kompagnunezh ar Mor Bras d'he fratikoù ober gant teulioù treuzdougen dizanvezelaet.

  • M'hoc'h eus ur gartenn « Pratik e Kompagnunezh ar Mor Bras » pe ur gartenn « Pass Enezad », n'eo ket ret embann ur bilhed àr baper : pa virit ho plas e c'hellit enrolliñ ho pilhed elektronek àr-eeun àr ho kartenn. Pa viot kontrollet a-raok lestriñ e vo a-walc'h deoc'h diskouez ho kartenn hag un teul-anaout mar bez ezhomm.
  • Ma n'hoc'h eus Kont pratik ebet e Kompagnunezh ar Mor Bras ha ma virit ho treizhadenn dre al lec'hienn internet pe an arload hezoug e c'hellit emban ho pilhed elektronek en hoc'h-unan (gant ma vo peadra ganeoc'h da voulliñ a-feson àr baper gwenn A4). Ar bilhed elektronek-se a vo ret deoc'h diskouez d'ar c'hontroller a-raok lestriñ, gant prouennoù arall mar bez ezhomm.
  • Dre ar bonnoù preniñ teulioù treuzdougen er garioù-mor

Mar fell deoc'h e vefe embannet ho pilhed gant Kompagnunezh ar Mor Bras :

  • Gellout a rit goulenn ma vefe graet pa virit ho treizhadenn e gwichedoù ar garioù-mor (koust embann : 1€)
  • Ma fell deoc'h resev ho pilhedoù dre lizher e c'hellit goulenn ma vefe graet ma virit ho treizhadenn dre al lec'hienn internet, an arload hezoug pe dre bellgomz, ouzhpenn 8 devezh a-raok ho tisparti ha gant ma ne vo ket bilhedoù gant prizioù a-ratozh ha ma ranker diskouez ur brouenn. Diuzit ar goulenn kas-se p'emaoc'h é virout ho treizhadenn, ha resisait ar chomlec'h kas. 2€ e koust ar servij-se + 1€ evit koust an embann 
  • Evit degouezhioù arall (bilhed miret nebeutoc'h eget 8 teiz a-raok an disparti pe ma ranker diskouez ur brouenn) e c'hello bout embannet ho teulioù treuzdougen e gwichedoù ar gar-vor lestriñ. Gellout a rit ober ar goulenn betek 30 munut a-raok ho tisparti gant ho niverenn urzhiad ha gant prouennoù evit ar prizioù digresket mar bez (koust embann : 1€).

Gellout a rit mirout treizhadenn ur c'harr feurmet dre hol lec'hienn internet ma ouiit peseurt doare karr eo. Er furmskrid, skrivit "Feurm" e-lec'h an niverenn-varilh ha kendalc'hit ganti. Ma ne ouiit ket petra eo doare ar c'harr feurmet c'hoazh, e vo ret deoc'h donet e darempred gant hor c'hreizenn karget ag ar pratikoù er  0820 056 156 (0,12 €/min + priz ar galv).

Kemmiñ pe nulliñ ur bilhed

  • Posupl eo kemmiñ ur bilhed treizhad, gant ma chomo plasoù.
  • Digoust eo evit un disparti rakwelet er memes deiz. Evit degouezhioù arall ha betek 48 eurvezh goude an disparti e vo miret ur sammad ouzhoc'h abalamour d'ar c'hemm.
  • Ne c'heller ket kemmiñ ur bilhed en tu all da 48 eurvezh goude an disparti. Hollad priz ar bilhed a chomo gant ar gompagnunezh.

Evit goût hiroc'h diàr-benn ar frejoù kemmiñ ha kement diviz zo evit kemmiñ bilhedoù treizhidi, lennit ar mellad 8.1 - Divizoù kemmiñ bilhedoù treizhidi - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh.

Difraeoù d'ober :

  • Evit ma vefe kemeret ar c'hemmoù e kont e rankont bout enrollet e-pad eurioù digoriñ gwichedoù ar garioù-mor pe ar greizenn karget ag ar pratikoù er 0820 056 156 (0,12 €/min + priz ar galv).
  • Evit kemmiñ ur bilhed, resisait niverenn ho teuliad mar plij.
  • Posupl eo kemmiñ ur bilhed karr, gant ma chomo plasoù.
  • Miret e vo ur sammad ouzhoc'h abalamour d'ar c'hemm.
  • Ne c'heller ket kemmiñ ur bilhed en tu arall da 24 eurvezh goude an disparti. Hollad priz ar bilhed a chomo gant ar gompagnunezh.

Evit goût hiroc'h diàr-benn ar frejoù kemmiñ ha kement diviz zo evit kemmiñ bilhedoù kirri, lennit ar mellad 9.1 - Divizoù kemmiñ bilhedoù kirri - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh.

Diwallit : miret e vo ur sammad ouzhoc'h mar kemmit bilhedoù treizhidi (bleinour). Evit goût hiroc'h, lennit ar mellad 8.1 - Divizoù kemmiñ bilhedoù treizhidi - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh.

Traoù d'ober :

  • Evit ma vefe kemeret ar c'hemmoù e kont e rankont bout enrollet e-pad eurioù digoriñ gwichedoù ar garioù-mor pe ar greizenn karget ag ar pratikoù er 0820 056 156 (0,12 €/min + priz ar galv).
  • Evit kemmiñ ur bilhed, resisait niverenn ho teuliad mar plij.

Gellout a rit reiñ da c'hoût ar cheñchamant-se deomp ha donet e darempred gant hor c'hreizenn karget ag ar pratikoù er  0820 056 156 (0,12 €/mn + priz ar galv). Roit deomp niverenn ho teuliad kentañ mar plij.

Nulliñ ur bilhed treizhad Mar nullit ur bilhed treizhad e vo miret ur sammad argant ouzhoc'h. Ne c'hellit ket goulenn ma vo daskoret priz ar bilhed deoc'h mar bez nullet ganeoc'h en tu arall da 12 eurvezh goude an disparti. Hollad priz ar bilhed a chomo gant ar gompagnunezh. Evit goût hiroc'h diàr-benn ar fredoù nulliñ ha kement diviz zo evit nulliñ bilhedoù treizhidi, lennit ar mellad 8.2 - Divizoù nulliñ bilhedoù treizhidi - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh. Nulliñ ur bilhed karr Mar nullit ur bilhed karr e vo miret ur sammad argant ouzhoc'h. Ne c'hellit ket goulenn ma vo daskoret priz ar bilhed deoc'h mar bez nullet ganeoc'h en tu arall da 12 eurvezh goude an disparti. Hollad priz ar bilhed a chomo gant ar gompagnunezh. Evit goût hiroc'h diàr-benn ar fredoù nulliñ ha kement diviz zo evit nulliñ bilhedoù kirri, lennit ar mellad 9.2 - Divizoù nulliñ bilhedoù kirri - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh.

Koumanantoù :

  • Ar memes divizoù zo evit kemmiñ pe nulliñ bilhedoù treizhidi ha kirri gant tud koumanantet.
  • Mat eo goût ne c'hell koumanant ebet, treizhad pe karr, bout daskoret deoc'h.

Traoù d'ober :

  • Evit ma vefe kemeret ar c'hemmoù pe an nulladurioù e kont e rankont bout enrollet e-pad eurioù digoriñ gwichedoù ar garioù-mor pe ar greizenn karget ag ar pratikoù er  0820 056 156 (0,12 €/min + priz ar galv).
  • Evit kement goulenn kemmiñ pe nulliñ, resisait niverenn ho teuliad mar plij. 

An divizoù lestriñ ha treizhiñ

  • Treizhidi hep karr Goulenn a reomp ganeoc'h bout prest da lestriñ 30 munut a-raok an eur lakaet evit disparti ar vag. Dindan 5 munut a-raok an disparti ne vo ket posupl lestriñ ken.
  • Treizhidi gant ur c'harr Goulenn a reomp ganeoc'h bout prest da lestriñ gant ho karr 45 munut a-raok an eur lakaet evit disparti ar vag. Dindan 5 munut a-raok an disparti ne vo ket posupl lestriñ ken.

Diwallit : m'eo merket « car-deck » àr ho pilhed karr, dindan 30 munut a-raok an disparti ne vo ket posupl lestriñ ken.

  • Ar pakoù personel n'hellont ket bout en tu arall da 30kg dre zen, ha ne c'heller ket rannañ ar pouez-se etre an dreizhidi.
  • An traoù bras-bras ne seller ket oute evel pakoù ha paeañ a reer evite ar prizioù evit ar varc'hadourezh. Sellit amañ evit goût hiroc'h.
  • M'hoc'h eus lakaet en ho soñj kas kalz pakoù ganeoc'h, e aliomp deoc'h sellet kentoc'h ouzh an eurioù treizhiñ e-bourzh al lestroù chalbotat (Bangor ha Vindilis evit ar vorlinenn trema ar Gerveur ; Ile de Groix ha Saint-Tudy evit ar vorlinenn trema Enez-Groe). Ouzhpenn-se e c'hellit goulenn kontenerioù evit pakoù 
  • An Oriant > Enez-Groe : 50 munut gant al lestr-treizh (bag-chalbotat)
  • Kiberen > Porzh-Lae (Ar Gerveur) : 45 munut gant al lestr-treizh (bag-chalbotat) An herrvag Kerdonis a ra treizhadennoù zo, e-pad an hañv hag an dibennoù-sizhun, dindan 35 munut
  • Kiberen > Saozon (Ar Gerveur) : adalek an 8 a viz Gouere betek an 30 a viz Eost 2017 e vez graet an treizh dindan 30 munut gant an herrvag Kerdonis
  • Kiberen > Houad :  Melvan a ra an treizh dindan 40 munut  Kerdonis, a vez lakaet ouzhpenn e-pad an hañv, a ra an treizh dindan 30 munut
  • Kiberen > Edig (dre Houad):  Melvan a ra an treizh dindan 65 munut  Kerdonis a ra an treizh dindan 60 munut

Ag an estrenvro e c'hellit pellgomz dimp en 33 2 97 35 02 00.

Ar chas bihan-bihan hag ar c'hizhier a c'hell beajiñ evit netra ma vezont e-barzh ur baner pe e divrec'h o ferc'henn.

Ret eo paeiñ treizhadenn al loened-ti a vent etre. Evit goût hiroc'h, sellit ouzh ar bajenn « Prizioù ».

Evit beajiñ e surentez gant ho loen-ti e aliomp deoc'h lenn ar mellad 13 - Loened-ti - en hor Penndivizoù Treuzdougen ha Gwerzh.

  • Gellout a rit klemm, ober evezhiadennoù pe kinnigoù gant ar furmskrid darempred pe dre lizher da : Kompagnunezh ar Mor Bras – Servij ar Pratikoù Gar-vor – Straed Gilles Gahinet CS 55 582 AN ORIANT Cedex
  • Ma sell ho evezhiadennoù ouzh un dreizhadenn zo bet dija, mar plij resisait niverenn teuliad, deiz hag eur an dreizhadenn-se.
  • Hor seizh gwellañ a raimp evit respont deoc'h an abretañ ar gwellañ.

Grit 0820 056 156 (priz ur galv + 0,12€ PTB/min evit koust ar servij) evit komz gant un den karget ag ar pratikoù, ag al Lun d'ar Sul, eus 8e20 da 6e20, pa vez uhelamzer, pe leugnit ar furmskrid. Respontet e vo deoc'h ar buanañ ar gwellañ. Mod-arall e c'hellit lenn ar Penndivizoù Gwerzh ha Penndivizoù Implijout al lec'hienn)